Prezidanted Brazil

Eus Wikipedia

Prezidant Brazil eo penn ar stad ha penn ar gouarnamant er vro-hont. E ditl ofisiel eo Presidente da República Federativa do Brasil da lavaret eo "Prezidant Republik Kevreadel Brazil". Dilennet e vez ar prezidant gant an holl zilennerien, evit ur prantad pevar bloaz, ha gallout a ra en em ginnig un eil gwech.

Savet e voe republik kentañ Brazil, "Republik Stadoù Unanet Brazil", e 1889, pa'z eas Impalaeriezh Brazil d'an traoñ. Etre 1937 ha 1967 e veze graet Stadoù Unanet Brazil eus ar republik.

Luiz Inácio Lula da Silva eo ar prezidant bremañ, abaoe 2023.