Prestige

Eus Wikipedia
Tud ar c'hornad o naetaat aodoù Galiza goude peñse ar Prestige e miz Meurzh 2003

Ar Prestige zo un eoullestr, perc'hennet gant ur gompagnunezh eus Liberia met gant banniel an Inizi Bahamas, hag a reas peñse e-tal Cabo Fisterra e Galiza e 2002 hag a skuilhas un eoul tev er mor ma voe labezet aod Galiza a-hed kilometroù, ha pelloc'h zoken.

Banniel ar c'hevre Nunca Máis.

Da-heul ar peñse e voe savet ar c'hevredad Nunca Máis (Biken ken) hag aozet manifestadegoù da stourm ouzh ar gompagnunezh hag ar gouarnamant na rae netra.

Monumant en enor d'an dud ordinal deuet da reiñ o skoazell goude peñse ha drouziwezh an eoullestr Prestige, gant Óscar Aldonza Torres hag arzourien all. O Grove, er Ría de Arousa, Rías Baixas, Galiza.

Kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]