Pont Akashi Kaikyō

Eus Wikipedia
Pont Akashi Kaikyō

Pont Akashi Kaikyō (明石海峡大橋 Akashi Kaikyō Ō-hashi e japaneg) zo ur pont uhel a ra al liamm etre kêr Kobe e tu Honshu hag Iwaya war enezenn Awaji. Tremen a ra dre Akashi Kaikyō evel lodenn eus an hent-bras Honshu-Shikoku. Echuet e oa bet ar savadur e 1998, deuet e oa da vezañ ar pont uhel brashañ er bed gant 1991 metrad. Unan eus doareoù liammañ pennañ eo d'ar steuñv liammañ dre pontoù Honshū ha Shikoku a grouas tri hent adal riblennoù mor ar vro.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok ma vefe savet ar pont, ne c'halled treuziñ strizh-mor Akashi nemet gant bigi dezougen tud. Ul lec'h dañjerus e oa abalamour ma vez korventennoù alies. E 1955 div vag a oa aet d'ar strad e-pad ur gorventenn, 168 a dud a oa aet da Anaon. Ar boblañs a oa bet strafuilhet ar pezh a vountas war ar gouarnamant japanat da sevel ur steuñv evit talañ ouzh kudenn an dezougen el lec'h-se. Soñjet e oa a-benn ar fin sevel ur pont a-us d'ar strizh-mor. Steuñv kentañ ar gouarnamant a oa bet sevel ur pont gant un hent-bras hag un hent-houarn, met pa voe kroget ar savadur e miz ebrel 1988, e voe lakaet un harz ha dalc'het an hent-kirri nemetken. Ar savadur a weler hiziv-an-deiz ne oa bet kroget da sevel nemet e Mae 1988 gant implij ur c'hant a embregerezhioù. Ar pont a zo bet digoret d'an otoioù d'ar 5 a viz Ebrel 1998 e-pad ul lid, ma oa bet gwelet ar priñs Naruhito hag e wreg ar briñsez Masako gant maodiern ar sevel Tsutomu Kawara e penn an abadenn.

Bag Flevodijk, gwallzarvoud 2010 stoket gant pont Akashi-Kaikyo. AL lec'h a chom dañjerus evit ar bigi.