Petr Ginz

Eus Wikipedia
An Douar, gwelet eus al Loar

Petr Ginz (1 a viz C'hwevrer 1928 e Praha - 28 a viz Gwengolo 1944 en Auschwitz) a oa un tresour hag ur skrivagner tchek. Brudet eo e dresadenn eus an Douar gwelet eus al Loar, ha deuet da vezañ un arouez eus ar Shoah.

Yuzev e oa e dad, Ota Ginz, ha Tchekez e vamm, Marie Ginzová. Desevel a rejont o mab e tchekeg hag en esperanteg, ur yezh komzet ganto o-daou.

E miz Here 1942 e voe kaset Petr da gamp-bac'h Theresienstadt (Terezín). Er c'hamp e voe savet hag embannet gantañ ur gelaouennig evit ar re yaouank anvet "Vedem" ; embannet e voe betek Gwengolo 1944. Kregiñ a reas ivez da sevel ur geriadur esperanteg–tchekeg ha meur a skrid all hag a voe kollet. E miz Gwengolo 1944 e voe kaset da gamp Auschwitz hag eno e varvas.

Gant e c'hoar Chava Presburger-Ginz e voe lakaet embann e 2005, deizlevr he breur adkavet ganti, e tchekeg hag en esperanteg.

Unan eus e dresadennoù, ma weler an Douar gwelet eus al Loar, zo brudet ha deuet eo da vezañ unan eus arouezioù ar Shoah. Emañ e mirdi Yad Vashem, e Jeruzalem. Un eilenn anezhi a voe kaset e bourzh an egorlestr Columbia e 2003, gant an astraer israelat Ilan Ramon.

An asteroidenn (50413) Petrginz zo bet anvet evel-se en enor dezhañ[1].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]