Pec'hed orin

Eus Wikipedia
Adam hag Eva
James Tissot, ~1900
Sant Aogustin
Sandro Botticelli, war-dro 1480

Ar pec'hed orin, pe orinel, pe pec'hed kentañ[1],[2],[3] zo ur meizad eus an doueoniezh kristen hag a gelenn eo kouezhet an denelezh er pec'hed abaoe disentet gant Adam hag Eva, an dud kentañ krouet gant Doue, ouzh o c'hrouer pa zebrjont an aval difennet, hervez ma'z eo kontet er Bibl, e Levr ar C'heneliezh (3:4). Abalamour d'ar pec'hed-se en em gavjont noazh hag e voent kaset kuit o-daou eus Liorzh Eden, Baradoz an douar.

Sant Aogustin er IVvet kantved e voe kentañ gerier kelennadurezh ar pec'hed-orin. N'eus anv ebet eus ar pec'hed orin er Bibl[4].

Adam hag Eva, gant Peter Paul Rubens.
Murlivadur er Chapel Sistina ar vatikan ma weler Adam hag Eva kaset kuit eus ar baradoz abalamour d'ar pec'hed orin.

Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pec'hed kentañ e Termofis
  2. 2,0 ha2,1 Geriadur Ménard p. 952
  3. Al Liamm p. 1302 ; "(pec'hed)-orin" ha "(pec'hed) orinel" zo en Al Liamm ivez.
  4. (fr) "Il n'y a pas trace de péché originel dans le récit de la Genèse", James Kugel, 19 a viz Mae 2011.