Paul Gerhard Vogel

Eus Wikipedia

Paul Gerhard Vogel (ganet e Leipzig, Alamagn e 1915) a oa bet kaset d'an toull-bac'h gant an Nazied abalamour d'e revelezh.

Er penn-kentañ e oa bet lakaet en toull e-pad pemp bloaz goude m'en doa bet nac'het dougen banniel Yaouankizoù Hitler. Goude ma oa bet leusket da vont e oa bet adharzet avat, tamallet hervez Mellad 175 da vezañ heñvelreviad ar wezh-mañ. Kaset e oa bet da gamp-bac'h Emsland ma rankas labourat betek 15 eurvezh bemdez hep ehan a-hed ar sizhun.

A-hend-all e vane staget e daouarn ouzh e dreid ha rankout a rae debriñ e voued dre lipat. Ne oa tamm privezioù ebet ivez. Diouzh an tu all e ranke gouzañv feulster reizhel gwarded ar c'hamp evel ma vezent boaziet d'ober gant ar brizonidi heñvelreviat aes da anavezout a-drugarez d'an tric'horn roz a rankent gwiskañ.

A-benn ar fin e oa bet kaset Vogel da Norvegia, ac'hubet gant an Alamaned, ma ranke labourat diarc'hen da skarzhañ an erc'h diouzh an hentoù.

Goude bezañ laosket da vont e oa bet nac'het dic'haou outañ gant Gouarnamant Alamagn hag a lâre e oa bet prizonidi voutin eus ar brizonidi heñvelreviat hag e oant bet kaset d'an toull hervez lezennoù ar maread-hont.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.