Parch

Eus Wikipedia
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
O prientiñ ur parch, gant Jost Amman ha Hans Sachs, Frankfurt am Main, Alamagn, 1568

Parch a reer eus un danvez fardet diwar krec'hin al loened a c'heller aozañ evit kaout ur skor da skrivañ pe da livañ warno, pe lakaat ur c'henn froum d'ar binvioù-seniñ dre dosiñ (taboulinoù, etc)[1]. Graet e vez kivijerezh ha meginerezh eus an aozañ ar c'hrec'hin a c'hell bezañ e bal prientiñ al lêr ivez. Ur barcherezh (benel) zo ur stal ma ne vez fardet nemet parchoù gant parcherien, met ar parcherezh (gourel) a vez graet eus greanterezh ar prientiñ parchoù.

Kalz a loened o c'hrochen tev a-walc'h a c'hell reiñ an danvez evit prientiñ parchoù, met nebeud anezho a vez anavezet : an deñved, ar givri, an ein, an ejened, ar moc'h, ar c'hezeg, ar c'hirvi hag al leueoù. Bez' ez eus pep a c'her brezhonek arbennik evit o envel : ar maoutken, ar gavrken, an oangen, ar bugen, an hoc'hken, ar marc'hken, ar c'harvken hag al leuegen[2]

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Parch a c'hell bezañ berradur ar ger gallek parchemin hag hemañ a zeu eus Pergamon, rak hervez Plinius an Henañ, Attalos, roue ar gêr-se, en doa divizet lakaat kresk war implij ar parchoù. Er C'hatolicon e kaver : parchimin et parchemin. l. hoc pergamen. An droidigezh latin a zeu eus an henc'hresianeg, pergaménè ("traezenn mod Pergamon").
Meneget eo bet parchenn ha parchëu gant Gregor Rostren, nemet e roas ar ster Pancartes, vieux écrits (kartaoù, skridoù kozh) dezho, ha koulskoude e oa parchoù a-leizh evit skridoù nevez ha tro-dro dezhañ, ouzhpenn-se. N'eo ket bet meneget parch evel ar ster a-vremañ a-raok 1911[3]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar papiruz a zo bet implijet en Henamzer hag e deroù ar Grennamzer, ez eus bet lakaet skridoù europat war barch ha kresket bras implij ar parchoù a-c'houde diorroadur ar skolioù-meur goude an XIIvet kantved. E kêrioù zo ez eus bet stalioù parcherezh a bourveze skriptoriom-où ar gloer hag al liked. E diwezh ar Grennamzer ez eus bet daou deknik liammet strizh, ar moullañ ha ne c'helle ket tremen hep ur skor moullañ kevazas : ar paper.

Kontet en deus Plinius an Henañ e oa bet berzet ezporzhiadur ar papiruzoù egiptat en IIvet kantved KJK, pa ne felle ket da Egiptiz e vije brasoc'h levraoueg Pergamon eget hini Aleksandria (Egipt). Diwar-se e c'houlennas roue Pergamon ma vije kresket ar parcherezh evit eilskrivañ ar rolloù. Gwellaet e oa bet an teknikoù prientiñ evit ezhommoù divoas al levraoueg, pa oa parchoù er milvedoù kent memestra[4].

Fardañ parch[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Leuegen, 1638

Dizruzet ha digiget e vez ar c'hrec'hin ken ne chom nemet an donenn anezho ha soubet en dour razek. Gant ur gontell e vez dilamet blevennoù pe gig a c'hell chom a-raok flourañ gant ur poeñs ha gwennaat gant ur gleizenn. Chom a ra un diforc'h e-keñver al liv en daou du, tu blev ha tu kig. Posubl eo skrivañ war bep tu. Diwar bep a seurt loen e teu perzhioù dibar : tevder, gwevnder, greunenn, gwiadezh.
Didroc'het e veze ar c'hrec'hin prientet e follennoù ha kalz anezho a zlee bezañ implijet. Da skouer e oa ret prientiñ krec'hin 100 pe 120 dañvad evit oberierezh levrioù dornskrivet 400 mm o hed ha war-dro 200 follenn enno. Evit prientiñ ar Bibl en he fezh e oa ezhomm dastum muioc'h a 600 kroc'hen dañvad.

Daou zoare a oa evit strobañ ar follennoù.

  • Ar volumen, a zo fardet dre wriat ar follennoù asambles ken eo posubl diblasañ anezho dindan stumm ur roll. Implijet e veze stank betek ar VIvet kantved, ha pelloc'h a-wechoù. E Breizh e veze kavet teulioù ar prosezioù justis e stumm rolloù er XVvet kantved c'hoazh.
  • Ar c'hodeks, a gaver ar re gentañ er I kantved, eo an doare arnevez da geinañ ar follennoù a vez tolpet e kaieroù. Anvet e vez al levr peurvuiañ.

Klask zo war ar c'hrec'hin dibar a zeu eus loened ganet marv hag en o zouez kroc'hen leue ganet marv a oa derez uhelañ perzhded al leugen.

Perzhioù dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket aes fardañ parchoù ha koustus eo, met eus ar re badusañ int e-touez ar skoroù skañv evit skrivañ ha sevel skeudennoù warno. Gallout a reer o flegañ ha harzhusted a zo ganto memestra. Parchoù ne gemm ket kalz o livioù foñs gwenn pe arwenn, ha ne cheñch ket duder o livioù-skrivañ nag o livioù skeudenniñ kennebeut. Goude bezañ bet implijet kalz ez int bet erlec'hiet gant ar paper a zo skañvoc'h ha marc'hamatoc'h.
Bremañ e talc'h un nebeud organoù pe diez-embann da sevel teulioù, levrioù ha keinadurioù e parch evit kenderc'hadoù eus an dibab. Da skouer, lezennoù Parlamant ar Rouantelezh-Unanet a vez lakaet war parchoù evit o mirout bloavezhioù-pad.
Peogwir e oant koustus e klasked chom hep gwastañ anezho hag e vezent dreset dre un wriadenn mar beze ezhomm. Diverket e veze o endalc'hoù a-wezhoù hag adskrivet warno. Daramparchoù a vez graet eus ar parchoù adimplijet-se (palimpsestus e oa e latin, palimpsêstos en henc'hresianeg)[5].

Er biñvioù-seniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er biñvioù-seniñ war gerdin e vez peget parch ouzh an daol dasson evit he c'hreñvaat (biol, kitar, lud, telenn, etc.) hag evel ur c'henn froum er biñvioù-seniñ dre dosiñ (darbouka, djembe, taboulin, taboulinig, tabla). Implijet e vez maoutken, gavrken ha bugen, koulz ha krec'hin gañval pe antilop pe vual ivez.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sylvie Fournier, Jean-Pierre Nicolini & Anne-Marie Nicolini : Brève histoire du parchemin et de l'enluminure, Éditions Fragile, 1998 (ISBN 978-2-910685-08-9)

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Arabat eo droukveskañ parch-où, ar skor, gant parchenn-où (ha parch-où), a zo skritelloù pe skridoù kozh. Gwelit Devri.
  2. Pennad Peau, Geriadur Ménard, 2012.
  3. Yann-Vari Perrot, Buhez ar Zent, 1911.
  4. Plinius an Henañ, Istor naturel, XIII, 21, 70.
  5. Palimpseste, Geriadur Ménard.