Orc'homenos (Beotia)

Eus Wikipedia
Ur pennad Orc'homenos zo ivez.
Akropolis Orc'homenos

Orc'homenos (Ὀρχομενός en henc'hresianeg) a oa ur geoded eus Henc'hres, e Beotia, war lez ar stêr Kefisos a en em daole e lenn Kopais. Ur geoded vikenian a-bouez e oa. Mestrez e oa war gêr Tebai, hervez ar vojenn, ken na voe dieubet Tebai gant Herakles. Distrujet e voe hag ul lec'h enklask eo bremañ d'an hendraourion. Arabat eo he meskañ gant Orc'homenos en Arkadia.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar mojennoù, Orc'homenos a oa kêr-benn ar Vinianed, ur ouenn vojennel a harozed. Edo o skourr pennañ o chom eno hervez an Ilias (II, 511). Anvet e voe Minie da gentañ, evel m'er skriv Paosanias ar Beajour, ha Plinius ar Yaouankañ (IV, 8) a ra anezhi Orchomenus Minyoeus antea dictus.

Azeulet e veze ar C'haritezed en Orc'homenos, ma oa gouestlet un templ dezhe, anezhañ unan eus temploù koshañ Bro-C'hres war a lavarer. Eno ivez edo feunteun Akidalia, ma teue ar C'haritezed da gouronkañ.

Emañ ar geoded e genoù ur stêr m'en em daole an Hippokrenes, lec'h a blije kenañ d'ar Muzezed, hervez skridoù ar varzhed. Poblet e oa al lec'h adalek Henoadvezh ar maen.

Ezel e oa eus Kevre Beotia. Enebiñ a reas atav ouzh renerezh Tebez e Beotia, mes homañ, e -364, a zistrujas anezhi. Adsavet e voe gant roue Makedonia Fulup II (-359--336).

Arkeologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoariva kozh kêr Orc'homenos.

Etre 1880 ha 1886 e tizoloas Heinrich Schliemann[1] un tholos anvet « Bez Minias ».

E 1893 e oa dizouaret gant A. de Ridder un templ da Asklépios ha bezioù eus an nekropolenn roman.

Ur strollad arkeologourien renet gant Heinrich Bulle hag Adolf Furtwängler a gendalc'has gant an enklaskoù etre 1903 ha 1905.

E 1970-1973 e voe kendalc'het ar furchadegoù gant Theodore Spyropoulos, a zizoloas ur palez mikenian ur vered eus amzer ar ragistor hag ur c'hoariva kozh.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. H. Schliemann, Orchomenos, Leipzig 1881