OE Kalmoukia

Eus Wikipedia

Krouet e oa bet Oblast Emren Kalmoukia, ebarzhiet en Unaniezh Soviedel, d'ar 4 a viz Du 1920. Astrakhan e oa e gêr-benn. E miz Even 1928 e voe ebarzhiet e Kray Volga Izel. Disrannet e voe hemañ e miz Genver 1934 ha d'un darn eus Kray Stalingrad ez eas OE Kalmoukia. E miz Here 1935 e voe treuzfurmet an oblast emren en ur Republik Emren Sokialour ha Soviedel Kalmoukia hag a voe divodet e 1943.

Adsavet e voe OE Kalmoukia e miz Genver 1957. Un darn eus Kray Stravopol e oa neuze. E 1958 ez eas d'ur republik emren adarre.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]