Noter

Eus Wikipedia
Un noter o kuzuliañ war ar gwir, taolennet gant Max Volkhart (a-raok 1924)

Un noter zo ur gwiraour a vicher frank hag ofiser publik karget a-berzh Stad da guzuliañ, da hanterouriñ ha da sevel aktaoù gwirel an aferioù keodedel di-zebatus - anvet aktaoù noteriet - o deus pe a rank kaout ar furm diles. E labour a vez dreist-holl sevel ha mirout aktaoù noteriet, da skouer kevratoù-dimeziñ, testamantoù, donezonoù hag aktaoù anvegezh.