Noorderhaaks

Eus Wikipedia
Noorderhaaks gwelet eus an oabl, en tu kleiz, ha Texel en nec'h

Noorderhaaks (pe Razende bol ivez e nederlandeg) zo un erv-traezh e Mor an Hanternoz, e penn kornôk Mor Wadden, ul lev bennak er c'hornôg d'ar Marsdiep, ar strizh-mor a zo etre Enez Texel ha ledenez Holland an Hanternoz, e-kichen Den Helder. 5 km² bennak zo dezhañ. Stag eo Noorderhaaks ouzh kumun Texel.

Savet eo bet an erv-draezh, gant monedone Mor an Hanternoz. Mont a ra war-zu ar reter, war-zu ar Marsdiep hag ar Molengat ha gounit kant metrad ouzhpenn bep bloaz. O treiñ da enezenn emañ.

Didud eo Noorderhaaks. Annez an evned hag ar reuniged eo. Daoust da se eo digor d'an douristed ha soudarded ar morlu a deu di eus Den Helder da embreger .