Nerzh Demokratel

Eus Wikipedia
logo Nerzh Demokratel

Nerzh Demokratel (galleg Force Démocrate) a oa ur strolled politikel gal eus ar c'hreiz krouet gant unvaniezh CDS hag ar Strollad Sokial-ha-Demokratel, ur strollad bihan eus kreiz an tu-kleiz ganet dre un disrann eus ar Strollad Sokialour Gall a nac'he ar Raklun Boutin. Soñjal a rae François Bayrou d'e añviñ Force démocrate et populaire met al lizherennoù-pen a vije bet an hevelep ha re FDP, keveler ar CDU.

Ezel pennañ an UDF e veuzias enni pa yeas kuit Alain Madelin hag ar frankizourien.