Neptunus

Eus Wikipedia
Neptunus, hervez ur marelladur er Museo archeologico nazionale, e Palermo
Andrea Doria eo an doue Neptunus er poltred-mañ, graet gant Angelo Bronzino .

Neptunus eo doue latin ar morioù, ar c'hezeg hag ar c'hrenoù-douar, kar d'ar Poseidon hellazat. Mab eo d'an doue Sadorn ha da g-Kibele, pe Rea. Breur e oa da Yaou ha Pluton. Poltredet e vez alies gant ur marc'h pe kezeg gwenn, o varc'hekaat ar gwag, un tridant gantañ en e zorn.

Neptunalia, gouelioù Neptunus, e oa lidet an 23 Gouere = X ante calendas Augustas, en deiziadur hen-roman

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Georges Dumezil ː Fêtes romaines d'été et d'automne. Bibliothèque des Sciences Humaines. NRF. Gallimard. 1975