Nehemia

Eus Wikipedia
Nehemia. Ikonenn c'hresian war goad. Ouzhpenn 100 vloaz

Nehemia a oa un uhelgargad yuzev eus lez Artashashta, roue Persia, bet kaset gant e roue da vro Yehouda da ensellout adannezadur ar Yuzevien e bro Jeruzalem.

War-lerc'h embann Koresh, roue Persia e 538 KJK o reiñ aotre d'ar Yuzevien da zistreiñ d'o bro, ne guitas ket an holl bro an harlu ma oant staliet. Ouzhpenn e veze klevet o doa kavet diaesterioù ar re a oa distroet. Keloù en doe Nehemia (hebraeg:, « Doue en deus frealzet »), ur Yuzev uhelgargad e lez ar roue Artashasta e Soushan eus kement-se.

Goulenn a reas digant ar roue an aotre da vont evel Ezra, en e raok pe war e lerc'h, da ensellout stad Jeruzalem. Kefrediet e voe da adsevel kêr, ha da adaozañ he mogeradur. War-dro 445 KJK en em gavas gant e labour hag e kasas anezhañ da benn daoust d'ar skoilhoù. Bez e vefe bet e Jeruzalem etre 445 ha 433 KJK, distroet neuze da Soushan a-raok dont en-dro da Jeruzalem. Labourat a reas da adsevel kumuniezh Israel ivez[1]. Skoazellet e vefe bet Ezra ha Nehemia gant ar brofeded Hagai ha Zec'haria.

E troidigezh Gwilh ar C'hoad (1897) e kaver Nehemi evit Nehemia[2].

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p 353
  2. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 416