Neant

Eus Wikipedia
Ur pennad Néant zo ivez.
Neant
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallaouek Néant
Anv gallek (ofisiel) Néant-sur-Yvel
Bro istorel Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Gwened
Kanton Ploermael
Kod kumun 56145
Kod post 56430
Maer
Amzer gefridi
Philippe Louapre
2014-2026
Etrekumuniezh Ploermael Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Ploermael - Kalon Breizh
Lec'hienn web (fr)www.cc-mauron-broceliande.com
Poblañsouriezh
Poblañs 1 119 ann. (2020)[1]
Stankter 35 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 00′ 51″ Norzh
2° 19′ 40″ Kornôg
/ 48.0141666667, -2.32777777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 65 m
bihanañ 37 m — brasañ 150 m
Gorread 32,3 km²
Lec'hiañ ar gêr
Neant

Neant a zo ur gumun eus Breizh (stumm ofisiel e galleg: Néant-sur-Yvel) e departamant ar Mor-Bihan e Kanton Ploermael.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Erwan Vallerie ː Neant, 1330; Neant, 1420

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En argant e roc'hell en sabel leinet gant ur groaz latin en argant, ha skoret gant div delienn derv geotet, kommek ha lammellet; e gab rannet, ouzh 1 en gul e seizh mailhenn en aour, 3, 3, 1, e zrailhenn en argant a bevar pezh, ouzh 2 en glazur e ziv pennlizherenn M ha V an eil en eben, leinet gant ur c'hleze ouzh beg, an holl en aour".

Ger-ardamez ː « Caritas super eminat ».

Aozerien ː J.C. Renaud ha Y. Garaud.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XVIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Er bloaz 1513, ar roue Loeiz XII a savas douar hag aotrouniezh Bois-de-la-Roche, da veskontelezh.

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe Neant da bennlec'h kanton Neant gant teir c'humun ennañ: Konkored, Neant ha Trec'horanteg; e Bann Ploermael edo. Gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret ar c'hanton ha lakaet ar gumun e kanton Maoron bet miret ha brasaet gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet Neant en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[2],[3].
  • D'ar 15 a viz Mae 1793 e voe dismantret kastell Koad ar Roc'h, war urzh kuzul pastell-vro republikan Ploermael.
  • Nepell goude, ur gompagnunezh roueelerien, kaset gant ar vreudeur de Saint-Pern-Couellan, e dapas krog gant ul lostad republikan e Bois-de-la-Roche. Ar republikaned e bountas tann e-barzh ar pezh e chome diouzh ar c'hastell.

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel Gall-Prusian eus 1870[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas dek gwaz eus ar gumun[4].

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas 65 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,21 % eus he foblañs e 1911[5].

Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas daou zen ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
  • D'an 16 a viz Mae 1945 e voe kavet korf marv un den eus ar gumun, ezel eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr[6].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alez-toet Jardin aux Moines.
  • Kastell "Koad ar Roc'h".
  • Iliz katolik Sant Pêr.
  • Kroaz an iliz.
  • Kroaz ar vered.
  • Monumant ar re varv.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Brezhoneg / Gallaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Philippe de M̥ontauban, aotrou Bois-de-la-Roche, gouarnour Roazhon ha kañseller Breizh dindan an Dug Fañch II. Gouarnour ha mirour Kañsellerezh Breizh dindan ar Roue Charlez VIII. Tapet klañv, e savas e destamant e Roazhon ar 27 Mezheven 1514, hag e varvas ar Iñ Gouere war lerc'h. Beziet eo bet er chapel Itron-Varia, e Ploermael.
  • Philippe de Volvire, mab René de Volvire ha Catherine de Montauban, itron Bois-de-la-Roche, marc'heg urzhioù ar Roue, denjentil boutin kambr ar Roue, kabiten, er bloaz 1567, kant goaf ar Roue. En ur skrid roet e Saint-Germain-en-Laye, ar Roue Charles IX a gomz dioutañ evel "e c'henderv". Kaset eo, d'an 12 a viz Kerzu 1570, evel kannadour, e-kichen priñsed Alaman, e-lerc'h kont Raez, kouezhet klañv. Pal e oa komz dimeziñ François de France, dug Alençon, breur ar Roue, gant an eil merc'h Aogust, dug a Vavaria. Goude se, Philippe de Volvire e oa savet da letanant jeneral Breizh, letanant jeneral ha gouarnour bro-Angoulème. Pa grouas aer roue Herri II er bloaz 1582, Urzh ar Spered Santel, ennañ kant marc'heg, e savas Philippe de Volvire kommandant an Urzh. An 23 Gouere 1583, Herri II e savas Philippe de Volvire letanant jeneral Bro-Saintonge, ha gouarnour la Rochelle ha Bro-Aunis. Marvet eo Philippe de Volvire e deroù bloaz 1585[7].

Ardamezeg familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

d'Andigné,

Aotrounez Kermagaro ha la Roche

"en argant e dri ererig en gul pigoset hag iziliet en glazur"
Baron,

Aotrounez Taya

En argant e zaou leon en gul penn ouzh penn, o skorañ ur vrizhenn erminig en sabel
de Montauban

Aotrounez Bois-de-la-Roche

En gul e seizh mailhenn en aour, e zrailhenn en argant e beder bastell
de Volvire

Aotrounez Bois-de-la-Roche

Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie ː Diazezoù studi historel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1005

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 77, 239 ha 387
  3. (fr)Cassini - EHESS - Neant - Fichenn ar gumun
  4. (fr)Memorial Genweb
  5. 5,0 ha5,1 (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  6. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 327
  7. (fr)J.B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780. T. II. p. 241-242