Natur

Eus Wikipedia

E deun ar meurvorioù

Lamm-dour Shaki, Armenia

Ar menez-tan Galunggung, Jawa

Bachalpsee, Suis

An natur eo hollad an traoù zo en hollved ha n'int ket bet krouet pe ijinet gant mab-den. Traoù evel an amzer a ra, ar boudoù bev, an douar hag ar stummoù anezhañ (menezioù...), korfoù an oabl, ha kalz a draoù all c'hoazh a zo lodek en natur. Kement tra fizikel a zo natur, hag ar vuhez ivez. Ar skiantourien a bled gant studi an natur. Graet e vez "skiantoù an natur" eus ar studi-se, ha meur a seurt a zo, da skouer e studi an ekologiezh ar plant hag al loened evel un hollad, tra ma studi ar vevoniezh al loened pe ar plant drezo o-unan, hini-ha-hini.

Mab-den a-enep an natur?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lavaret e vez alies eo enebet mab-den ouzh an natur. A-wechoù ne wel an dud an natur nemet peadra da reiñ danvezioù naturel da gorvoiñ. Da skouer, dour, glaou, loened pe plant da zebriñ, mein da sevel tiez. Gwir eo e vez distrujet an natur evit oberoù mab-den, da skouer e vez diskaret gwez evit implijout ar prenn, louzet dour evit naetaat traoù, ha disleberet dre-se an natur. Bep ma kresk niver an dud, bep ma korvoont ouzhpenn, e vez gwashaet pouez oberoù mab-den war an natur.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.