Nagarjuna

Eus Wikipedia
Delwenn aour Nagarjuna

Nāgārjuna (sañskriteg: नागार्जुन, Nāgārjuna), ganet en IIvet kantved ha marvet en III kantved kent Jezuz-Krist, a oa ur manac'h, skrivagner ha prederour eus ar voudaegezh. Gant e ziskibl Āryadeva e vez lakaet evel krouer ar skol Madhyamaka eus ar Mahāyāna. Nāgārjuna a vez laret da vezañ bet unan eus prederourien diazez ar brederouriezh Prajñāpāramitā sūtra hag, hervez lod mammennoù, ur wech diskouezet ar skrivadurioù-se d'ar bed, e oa bet disklêriet e oant bet awenet gant an nāgas (speredoù dour deskrivet alies evel naered denel).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne ouier ket kalz munudoù sur a-zivout buhez Nāgārjuna, dre ma oa bet skrivet e vuhez e sinaeg ha tibeteg kantvedoù goude e varv. Hervez un nebeud mammennoù e voe ganet e su India. Evit lod kelennerien skol-veur e oa Nāgārjuna ur c'helenner d'ur roue eus an dierniezh Satavahana. Hervez furchadennoù arkeologel e Amarāvatī e vefe (ma'z eo gwir) ar roue Yajña Śrī Śātakarṇi, a oa o ren etre 167 ha 196. Ma kemerer ar fedoù-se e kont, e vez lakaet red buhez, Nāgārjuna etre 150250 goude Jezuz-Krist.

Nāgārjuna taolennet gant ar 84 Mahāsiddha