Mougev Pen-y-Fai

Eus Wikipedia
Itron Ruz Pen-y-Fai

Mougev Pen-y-Fai (e kembraeg Ogof Pen-y-Fai, pe Ogof Pafiland, diwar an anv saoznek Paviland) zo ur vougev ragistorel e Kembre, e-kichen Rhosili ha ledenez Gŵyr. Eno e voe kavet, e 1823, eskern ur vaouez 25 bloaz, anavezet evel Arglwyddes Goch Pen-y-Fai (Itron Ruz Pen-y-Fai), pe The Red Lady of Paviland e saozneg.

Bez' eo ar vougev-se unan eus ar re ma oa tud o vevañ en Henoadvezh diwezhañ ar maen, war-dro 26 000 a vloavezhioù kent hon amzer. Sellet e vez outi evel "ar vougev binvidikañ eus ar mare-se e Breizh-Veur"[1]. E gwirionez n'eus ket kalz a aspadennoù eus ar mare-hont e Breizh-Veur estreget Mougev Pen-y-Fai.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Prehistoric Wales, gant Frances Lynch et al., Sutton Publishing Ltd, 2000, p. 19