Miguel de Cervantes

Eus Wikipedia
Miguel de Cervantes

Miguel de Cervantes Saavedra (Alcalá de Henares d'an 29 a viz Gwengolo 1547 - Madrid d'ar 22 a viz Ebrel 1616) a oa ur skrivagner spagnol.

Cervantes en doe ur vuhez arvarus. E 1569 e voe rediet da dec'hout kuit eus Spagn hag en em staliañ a reas e Roma kent emoustlañ er morlu spagnol. E 1571 e kemeras perzh en Emgann Lepanto, ma kollas ampartiz e zorn kleiz. E 1575 e voe tapet gant morlaeron eus Aljeria. E 1580 hepken e voe frankizet.

Goude e zistro da Vro-Spagn e krogas da skrivañ pezhioù-c'hoari met hep ober berzh. Labourat a reas evel teller met kondaonet e voe evit floderezh hag en toull-bac'h e tremenas meur a vloavezh. Eno, war a seblant, e krogas e oberenn bennañ El ingenioso hidalgo Don Quixote de la Mancha a voe embannet e zarn kentañ e 1608. An eil a voe embannet daou vloavezh diwezhatoc'h. Daoust ma touge al levr-se ar berzh a c'hoante dezhañ e kollas an arc'hant en doa gounezet ha paour e varvas e Madrid e 1616.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Nerzh ar gwad (danevell), en Al Liamm, nn 131. Troet gant Roparz Hemon. Adembannet en Danevelloù troet, gant Roparz Hemon II. Emb. Mouladurioù Hor Yezh 1992.
  • Histor burzudus Don Kichott, Ar Bobl, 1913-1914. Brezhoneg gant Ar Pagan (Loeiz ar Menn) ha Bodspern (Loeiz Gourlet). Adembannet evel Don Kihote gant Brud Nevez e 1991.
  • Don Kic'hote de la Mancha, An Here, 2000.