Mem

Eus Wikipedia

Trizekvet lizherenn meur a abjad semitek eo mem (dour), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ם) , siriek (ܡ) hag arabek ().

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh an dour.

Distaget e vez (LFE) [m].

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek mu M, estruskek Z, latin M ha kirillek M.

Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 40.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.