Matteo Salvini

Eus Wikipedia
Matteo Salvini
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhItalia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMatteo Salvini Kemmañ
Anv ganedigezhMatteo Salvini Kemmañ
Anv-bihanMatteo Kemmañ
Anv-familhSalvini Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Meu 1973 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMilano Kemmañ
PriedFabrizia Ieluzzi Kemmañ
Yezh vammitalianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skriditalianeg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh Kemmañ
ImplijerBurghy Kemmañ
Lec'h labourStrossburi, Brusel, Roma, Milano Kemmañ
Strollad politikelLega Nord, Lega Lombarda, Us with Salvini Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2017 Lega Nord leadership election, 2013 Lega Nord leadership election Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Supported sports teamA.C. Milan Kemmañ
Matteo Salvini e 2019.

Matteo Salvini, ganet d'an 9 a viz Meurzh 1973 e Milano, zo ur politikour italian. Kannad europat eo abaoe 2004, ha sekretour kevredadel al Lega Nord abaoe 2013. Dindan e renerez ez eus paouezet goustadik gant rannvroelouriezh ar strollad evit mont war-du ur sell identelour hag emveliour italian. Gantañ e vez dilaosket ivez an enep-faskouriezh hag an enep-kreizennañ. Salvini a zo lesanvet "Ar C'habiten" (Il Capitano) gant e harperien.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Matteo Salvini a zo ganet e Milano e 1973, mab un den a aferioù hag ur vamm maouez er ger. Salvini en deus bet studiet el lise Alessandro Manzoni e Milan. Goude-se e yeas da skol-veur Milano (Università degli Studi di Milano) evit studiañ an Istor. Ne voe ket echuet e studioù gantañ.

Ezel e oa bet eus ur strollad eus an tu-kleiz pellañ en ur Greizenn sokial emveret, hini Leoncavallo. Chomet eo pouezus hervezañ ar skiant-prenet-se hiziv-an-deiz c'hoazh, memes ma z'eo eñ el luskad tu dehoù pellañ eus ar strollad Lega Nord.

Ministr an diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 1añ a viz Even 2018 e voe kadoriet evel ministr diabarzh Italia. Raktal e embanne e c'hoant da dalañ kreñv ouzh al luskadoù envroidi amreizh er vro.

Dilennadegoù 2018[kemmañ | kemmañ ar vammenn]