Marocchinate

Eus Wikipedia
Soudarded varokat e Monte Cassino, Genver 1944
Goumiers eus an eil rannarme c'hall e-pad ur briefing e-kichen Cassino

Ar marocchinate zo ur ger italianek da envel ar torfedoù brezel e 1944 e Ciociaria, e Lazio hag e Toskana, anezho gwalladegoù ha lazhadegoù tud ordinal disoudard graet gant soudarded arme c'hall Afrika dindan ar jeneral Alphonse Juin da goulz emgann Monte Cassino en Italia.
Eus Marocco, anv italianek Maroko e teu marocchinate, abalamour ma oa genidik eus Maroko an darn vuiañ eus soudarded ar jeneral Juin. Implijet eo bet an darvoudoù-se en ur romant gant Alberto Moravia, deuet da vezañ ur film er sinema gant Vittorio De Sica : La ciociara.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]