Marine Le Pen

Eus Wikipedia
Marine Le Pen e 2022.

Marion Anne Perrine Le Pen, brudet evel Marine Le Pen, ganet d'ar 5 a viz Eost 1968 e Neuilly-sur-Seine, zo ur bolitikourez c'hall. Merc'h eo da Jean-Marie Le Pen ha penn ar strollad broadelour gall Front National etre 2011 ha 2021, adanvet ganti Rassemblement National e 2018.

Emgouestlet eo he e bed ar politikerezh er strollad Front National, bet eo e-karg meur a gannad lec'hel abaoe 1998 (kuzulierez rannvroel en Île-de-France, e Nord-Pas-de-Calais ha goude-se en Hauts-de-France, kuzulierez ti-kêr Hénin-Beaumont) ur sez he deus er parlamant europat abaoe 2004, bez eo kenbrezidantez ar c'hengevread strolladoù broadelour Europe des nations et des libertés (ENL).

Dilennet e oa bet e penn ar strollad Front national e-pad kendiviz Tours e miz Genver 2011, da gemer lerc'h he zad Jean-Marie Le Pen, a oa penn ha krouer ar strollad abaoe e grouidigezh. Kannad ar Front National evit dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2012, tizhout a ra an trede plas nemetken e-pad an dro gentañ o kaout 17,90 % eus ar mouezhioù. Kannad hag-un-dro evit dilennadegoù 2017, dont a ra a-benn da dizhout an eil tro gant 21,30 %, a-dreñv Emmanuel Macron. Bez eo an eil maouez o tizhout un deiz eil-tro an dilennadegoù prezidant e Bro-C'hall.

Marine Le Pen a oa bet lakaet war listenn an Time, an Time 100, ul listenn eus ar c'hant den galloudusañ dre ar bed e 2011 ha 2015.

Emmanuel Macron ha Marine Le Pen

En eil tro dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2017 e oa en em gavet Emmanuel Macron, penn ar strollad En Marche, e-tal Marine Le Pen, prezidantez ar strollad broadelour gall Front National.