Maria de Lourdes Pereira dos Santos Van-Dúnem

Eus Wikipedia

Lourdes Van-Dúnem, pe Maria de Lourdes Pereira dos Santos Van-Dúnem (1935 — 2006) a oa ur ganerez angolaat.

Ganet e oa Lourdes Van-Dúnem e Luanda. Brud a dapas er bloavezhioù 1960 gant al laz Ngola Ritmos. He c'hentañ albom, Monami, a reas gant al laz-se. Goude avat e kanas gant ul laz all, ar Jovens do Prenda.

Mont a reas d'ober meur a droiad kanañ da Bortugal, Aljeria, ha Brazil, ouzhpenn ar re graet en Angola.

Mervel a reas e 2006 gant an tifoid, ha prezidant Angola, José Eduardo dos Santos, a gemeras perzh en hec'h obidoù.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Typhoid Fever Behind Legendary Singer's Death". AllAfrica, Inc. January 4, 2006.
  • "President dos Santos pays homage to legendary songstress". Angola Press Agency, January 6, 2006.