Maria Dorothea Aostria

Eus Wikipedia
Ur pennad Maria Aostria zo ivez.
Ur pennad Maria Dorothea zo ivez.
Maria Dorothea Aostria

Maria Dorothea Amalie Aostria (Alcsút, Hungaria, 17 a viz Mezheven 1867 - idem, 6 a viz Ebrel 1932) a oa ur briñsez aostrian.

Merc'h e oa da Joseph Karl Ludwig Aostria (1833-1905) ha d'e bried Clotilde Saks-Coburg ha Gotha.

Dimeziñ a reas d'ar priñs gall Fulup Orleañs d'ar 5 a viz Du 1896 e Vienna. N'o doe bugel ebet ha dispartiañ a rejont e 1918, goude ar brezel, o doa tremenet pell an eil diouzh egile.