Marevezh Yayoi

Eus Wikipedia

Ar Marevezh Yayoi (弥生時代 Yayoi jidai?) a zo ur prantad eus istor Bro-Japan etre 300 kent J.-K. hag ar bloaz 300 goude J.-K.. Dont a ra e anv eus hini ar c'harter eus Tokyo ma'z eus bet kavet roudoù eus ar mare-se gant arkeologourien evit ar wezh kentañ. Heverk eo ar prantad-se e-keñver an doare nevez da c'hounit ar riz hag ivez evit ar poderezh. Adalek ar mare-se e vez implijet houarn hag arem er vetalouriezh. Un doare renkadurezh sokial a grogas e-pad ar prantad-se ivez. Ledet e oa ar sevenadur-se eus su Kyūshū da norzh Honshū. Dont a ra ar marevezh Yayoi goude ar Marevezh Jōmon (14 000-300 kent J.K.).


 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける