Mandeegezh

Eus Wikipedia

Ar vandeegezh zo ur relijion gnostek eus Irak, ma azeuler Adam, Abel, Seth, Enos, Noe, Shem, Aram ha Yann ar Badezour. Disteurel a reer Abraham, Moizez ha Jezuz. Dont a ra an anv manda eus ur ger arameek hag a dalv kement hag anaout, evel ar ger gregach gnosis.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez hengoun ar Vandeegerien (rak n'eo ket koshoc'h o dornskridoù eget ar XVIvet kantved) e vefe bet savet o c'humuniezh en-dro da Yann ar Badezour en IIvet kantved. Hervez ar skiantourien e oant aet eu kreisteiz Palestina da Mezopotamia er c'hantvedoù kentañ goude JK. Semited int, ha komz a reont mandeeg, ur rannyezh arameek.

A-raok 2003 ha deroù brezel Irak e oa 65 000 mandeeger en Irak, a-hed lezioù ar stêrioù Tigr hag Eufrat ha war-dro ar Chatt-el-Arab, war-lerc'h kember an Tigr hag an Eufrat, ha darn anezho en Iran hag e Khuzestan.

Strewet eo an darn vuiañ bremañ, aet da Iran dreist-holl, hag ivez da Siria, Jordania, ha broioù europat. En Irak eo koazhet o niver ken ez int aet da get koulz lavarout.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]