Malo Bouëssel du Bourg

Eus Wikipedia

Malo Bouëssel du Bourg a zo ur skrivagner breizhat : daneveller, troer, barzh, aozer arnodskridoù ha pennadoù evit kelaouennoù.

Ganet eo bet e Felger e miz Gouere 1960. Ur mab da Yann Bouëssel du Bourg (1924-1996) eo.

O kenteliañ war an haykou hag an doare d'o skrivañ.

Diplom Skol Uhel a Genwerzh Rouen en deus, hag hini Kambr a Genwerzh Breizh-Veur. Ur master 2 war ar brezhoneg en deus ivez.

Goude bezañ labouret e embregerezhioù agrobouederezh e Breizh hag e Katalonia (Rener meur an embregerezh Vignerons Catalans eo bet eus 2004 da 2009) ez eo Rener ar gevredigezh Produet e Breizh.

Ouzhpenn bezañ skrivagner e kemer perzh e kalz bodadoù-barn, war dachenn an haiku peurgetket. Skrivañ a ra er c'helaouennoù ArMen hag Al Liamm e-touez re all. Ezel eo eus skipailh Al Liamm abaoe 2010.

Meneget eo en torkad barzhoniezh breizhat a-vremañ savet gant Alain Le Roux dindan an titl Sur la ligne d'ombre de l'eau[1].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles, Lionel Henry, Yoran embanner, 2013, ISBN 978-2-916579-59-7
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ