Mafia

Eus Wikipedia
Mafia
Iskevrennad euscriminal organization Kemmañ
Tachenn obererezhioùorganized crime Kemmañ
Manifestation oforganized crime Kemmañ
Pleustret gantmobster Kemmañ

Ur mafia (pe maffia) zo un aozadur torfedourien, gant renerien guzh, hag a glask pinvidikaat dre sachañ arc'hant digant an dud, dre gaer pe aliesoc'h dre heg, dre spontañ an dud pe dre ober droug, dezho pe d'o c'herent. Klask a ra pep mafia en em silañ er gevredigezh hag en ensavadurioù. Alies e lavarer « mafiosi » eus an izili ( « mafioso » en unander) diwar skouer an italianeg.

Unan eus obererezhioù ar mafia eo lavarout « gwareziñ » stalioù (ostalerioù da skouer) ha rediañ an dud da baeañ un tailh evit bezañ gwarezet : ar re ne fell ket dezho paeañ a vez gourdrouzet, pe distrujet o madoù. Unan all eo klask ren war an ekonomiezh e-maez al lezenn : gwerzh an dramm, an armoù, kuzhat lastez dañjerus.

Ar mafia zo ivez un anv hollek roet da veur a aozadur bihan hag a glask, a-wechoù, brasaat diwar-goust ar re all.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus ar ger italianek mafiosi e-lec'h ma vefe kroget ar c'hentañ mafia, goude ma n'omp ket re sur eus pelec'h e vefe kroget nag eus pegoulz e oa kroget.

Un nebeud martezeadennoù zo bet savet diwar-benn orin ar ger mafia.

Gallout a rafe an anv dont eus ar ger arabek Ma'fiya (معفية ) hag a dalv ne baeont ket a dailh. Met gallout a rafe dont eus ar sikilianeg ivez. Dont a rafe ar ger mafia eus maffi hag a zo un tamm eus sternaj ar marc'h. Eus maffi e teufe an anv-gwan maffiusu a dalvez un den gwisket mat.

Implijet vez ar ger mafia en ur mare pemdeziek nemet adalek 1863 gant ar pezh I mafiusi di la vicaria, gant Giuseppe Rizzotto ha Gaetano Mosca. Goude ar pezh-se e vo implijet ar ger en un doare boutin abalamour d'ar berzh graet gant ar pezh. Er bloavezhioù 1860 e krog da vezañ implijet ar ger mafia gant an dud a renk uhel, da envel ur strollad tud gant doareoù fall.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a reer e oa kroget ar mafia en Italia ar Su (Mezzogiorno) war-dro an XIXvet kantved. Daoust da se e c'haller krediñ e oa bet aozadurioù eus ar memes doare o vont en dro e broioù hag e mareoù all. Meur a vafia a zo e kreisteiz Italia, e-giz ar re-mañ:

An aozadurioù torfedourien gwelet e-giz mafia stricto sensu eo ar mafiaoù italian, ar Yakuza, ar mafia Italian-hag-Amerikan, ar mafija serb, ar mafiya rusian, ha kalz a reoù all, bihan pe vras. Bez eus ivez aozadurioù hag a ra war dro an dramm e-giz e su Bro-C'hall pe e Maroko. Met ar re-se ne vezont ket anvet mafia abalamour ma n'o deus ket an holl berzhioù a ra ur mafia : an dud e-penn o vevañ pelloc'h eget ar re a ya da adwerzhañ an dramm, ar re n'o deus nemet un dra da labourat e-giz an dramm pe ar c'hoarioù arc'hant ne veront ket kalz a draoù.

An orin gwir eus ar mafia a zo ar stourm a-enep an dud a deue da vevañ en o bro. Abalamour ma teue tud eus an estren vro hag a lake o galloud en o bro e-giz e Sikilia e-lec'h ma z eo bet gouarnet ar vro gant meur a bobl disheñvel, e-giz an Arabed en XIvet kantved pe an Normaned da c'houde. A-enep d'an dra-se ez eo bet krouet ar mafia evit stourm a-enep an estrenien a gemere ar galloud hag a lakae anezho en ur stad fall en ur gemer ar pezh a c'helle bezañ gwerzhet, hag ar mafia a deue da sikour an dud paour en ur laerezh madoù an estrañjourien, met da c'houde ez eo en em treuzfurmet an aozadur bihan-se en un aozadur a lâre e garez tud zo en eskemm d'un tamm arc'hant, ha disoñjet eo bet ar pal kentañ a oa sikour ar re baour.

Istor ar Cosa Nostra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un tamm geriaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dorn ar Mafia

An omerta : a zo al lezenn a garez ar mafia, power gant al lezenn-se ne vez ket gwir da gomz eus ar pezh a reont mod all e vezont lazhet. Rediet int da lavarout ur frazenn (ne welont ket, ne glevont ket, ne gomzont ket) gant al lezenn-se e vez miret ar mafia, an den bet treitouret a rank lazhañ an den en deus diskuilhet anezhañ.
Ar pentito : un den keuziek, da lâret eo un den a zo aet kuit eus ar mafia hag a zo a-du da terriñ an emglev o deus graet pa int deuet er mafia (an omerta) hag a ro keloù d'an archerien eus piv zo er mafia petra reont hag en eskemm an archerien a zo sañset gwarezi anezho.
Ar cosca : a zo un aozadur eus ar mafia hag a gont muioc'h ur bern a aozadurioù eus ar mafia met bihanoc'h.
Ar pizzo : a zo anv ar racket e Sikilia. Servij a ra d'ar mafia evit sevel an tailhoù o deus ar genwerzherien da baeañ evit bezañ « gwarezet » gant ar mafia.
Ar gabbelluto: a zo un den eus ar mafia hag a bak ar pizzo (eus an italianeg gabella (tailh) hag a teu eus ar brezhoneg kozh kabalenn (kemer perzh).

Ar penn-kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad pell amzer ez eo bet komzet eus orin ar mafia daosk hag e oa kroget er grenn-amzer pe goude. C'hoazh bremañ ne ouzer ket mat pegoulz e vefe kroget, ar pentito Tommaso Buscetta marv bremañ a grede e oa ganet ar mafia er grenn-amzer met an dud a-vremañ hag a ra war dro an dra-se a gred e vefe kroget pelloc'h er XVvet kantved da skouer, 'blamm ma vez kredet e oa o fall kentañ gwareziñ ar bobl, hag en amzer-se e oa ar spagnoleg o tont war enezenn Sisilia, met n'ez eus ket tu gouzout gant resister pegoulz ez eo kroget, blamm ma ne vez ket a-walc'h a brouennoù. Tu zo krediñ e vefe « Robin Hood » unan eus an istorioù kentañ a gomzfe eus ar mafia evit bezañ gwelet mat gant ar bobl.
Goude an dispac'hioù etre 1848 hag 1860 enezenn Sisilia a oa deuet da vezañ ul lerc'h anarkiezh. Gant an dra-se e krog aozadurioù bihan da laerañ ha d'ober war dro marc'had an armoù hag all, an dra-se a vo ar c'hentañ mafia.
Met goude e vo krouet ur gouarnamant all e Roma hag ar gouarnamant-se na asanto ket tout ar pezh a veze graet gant ar mafia. Neuze en XIXvet kantved e kemmont o doareoù d'ober ha posupl e vefe eo ar mafia a anavezomp bremañ ar memes hini hag an hini eus an XIXvet kantved.

Adalek ar bloavezhioù 90[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek un nebeud bloavezhioù e krog Italia da reiñ taolioù bihan d'ar mafia. Adalek an taolioù bihan-se e vez lakaet e pleustr gant al lez-varn an « oberiadenn daouarn prop ». Ggant an oberiadenn-se e vo paket un toullad mat a dud a oa plaset uhel er mafia hag ivez tud politikel a gemere un tamm eus an tailhoù da skouer pa ez aent da reiñ anezhe d'an dud karget ouzh an aferioù-se. Mont a rae gwelloc'h gwellañ stad ar Stad.
Met ar mafia a ya da ziskleriañ ar brezel da Italia. En ur lazhañ da skouer 4 den hag o doa krouet an oberiadenn daouarn prop (Carlo Alberto Dalla Chiesa, Rosario Angelo Livatino, Giovanni Falcone ha Paolo Borsellino en ur implij evit pep hini un tonenn a TNT). Gant ar muntr-se e vo paouezet an emgann a enepto. Adkregiñ a raio met ne vo ket ken efedus hag an hini a-raok.
E 2004 e straedoù Naplez e vo graet manifestadegoù a-enep ar mafia. Er memes bloavezh an enebiezh etre ar mafia a raio 139 den marv, er c'harterioù paour dreist holl. Ne vo ket ken kreñv hag an emgannoù bet er bloavezh 1981 e lerc'h ma oa bet 273 den marv. Abalamour d'an tud marv e vo krouet ur bern a lec'hiennoù a-enep ar mafia.

Mont en dro Cosa Nostra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lidoù sikilianeg Cosa Nostra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh tost pep familh eus ar mafia e vez ul lid pa dremen un den eus « kevredad » da « soudard ». E-pad al lid-se e vez troc'het biz an den a zo o vont da vezañ "soudard" ar gwad a gouezh war ur skeudenn santel, lakaet e vez an tan er skeudenn-se e-barzh dorn an den e-pad m'emañ ar skeudenn o teviñ, an den a zo o touiñ ne ziskuilho ket e gamaladed, hag aze ez eo echu al lid, an den a zo un den eus ar familh bras eus ar mafia.
Ar Sikilianed o deus ivez ul lezenn anvet "omerta" hag a vir anezho da lâr petra a reont mod-all e vezont lazhet ar merc'hed e-giz ar baotred pe ar vugale.

Tud a zo bet anvet er mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Calogero Vizzini (1877-1954), a oa ur paeron eus ur familh mafian, anvet e oa dindan anv Don Carlo, just goude ar c'hentañ brezel bed e vefe unan eus ar re gentañ o vezañ ur capo di tutti i capi.
  • Stefano Magaddino (1891-1974), un den kozh eus ar Cosa Nostra hag a oa anvet e kêr "buffalo" hag e "detroit"
  • Giuseppe Genco Russo (1893-1976), mestr ur familh anvet Mussomeli, pennherer Calogero Vizzini.
  • Michele Navarra (1905-1958), mestr ar familh Corleone deus 1930 betek 1958.
  • Salvatore Greco (1923-1978), mestr ar familh Ciaculli, en oa kentañ sekretour eus ar c'hentañ kofridi eus ar mafia sikilian e 1958.
  • Tommaso Buscetta (1928-2000), ar c'hentañ den hag a komzo eus ar mafia (ur "pentito") e 1984.
  • Stefano Bontade (1939-1981), mestr eus ar familh Santa Maria di Gesù.
  • Bernardo Provenzano (ganet e 1933), gwelet e-giz unan eus a re greñvañ eus ar mestroù sikilian. Klasket e oa gant an archerien e 1963 a paket eo bet e 2006.

Terminidigezh ar rannoù er mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Don : paeron ur familh eus ar mafia, un ezel a gevred gant ar familh, italian pe sikilian ar peurliesañ.
  • Capo di Tutti i Capi : ("ar mestr eus ar mestroù") da lâret eo Matteo Messina Denaro evit ar mafia sikilian, Renato Gagliana evit ar Sacra Corona Unita hag Francesco di Boille evit ar Cosa Nostra.
  • Capo di Capi Re : (un titl roet d'un den a enor eus ar mafia hag a zo war e leve, troet vez e-giz "mestr roue ar mestroù") da lâret eo Vicenzo di Boille evit ar Cosa Nostra.
  • Capo Crimine : a zo un den hag a ver tud hag a zo enrollet evit mont da welet an dud o deus kudennoù ganto.
  • Capo Bastone : a zo un den dindan live ar Capo Crimine hag a ren un nebeud a dud pa vez ezhomm mont da gwelet tud a ne baeont ket buan a-walc'h evit rediañ anezho da baeañ buanoc'h (gwelet e-giz un "Underboss").
  • Consigliere : un den hag a sikour ar capo di tutti i capi, un alvokad eo an aliesañ.
  • Caporegime : un mestr hag a gourdon un dek bennak a soudarded.
  • Sgarrista : pe Soldato "soudard" un den hag a servij e-giz ur soudard.
  • Piccioto : "den bihan" ul live izel hag a servij evit al labour groñs.

Mont en dro ar mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont en dro ar mafia a zo gant un doare gounit arc'hant oc'h ober traoù difennet. Gounit a reont arc'hant da skouer gant:

  • an trafikerezh armoù
  • ar gwerzh dramm
  • an trafikerezh bugale
  • ar gwennaat arc'hant
  • ar c'hoarioù arc'hant (kasino da skouer)
  • ar raket
  • an trafikerezh organoù

Ar mafia a zo graet e stumm ur biramidenn e-giz stumm un aozadur modern. Gant un den e-penn ha dindanañ ar re a labour evitañ.

Emgann a-enep ar mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An emgann a-enep ar mafia a zo diaes kenañ, peogwir e vez kavet kalz a wech aozadurioù hag a c'hell cheñch lec'h buan-tre, ha gwennaat o arc'hant ken buan. Evit an dra-se ez eo bet krouet savadurioù e-giz Interpol evit adkavout tud eus ar mafia pa traoù all e-giz bugale kollet. Gant an aozadur-se e vez adkavet kalz a dud hag a zo bremañ en toull-bac'h. Ma ne vije ket aozadurioù e-giz-se ne c'hellfe ket bezañ paket an dud klasket gant ar polis pe nemet dre un taol-chañs.
E Alamagn e vez un aozadur hag a klask ober war dro ar mafia ha tud all, anvet eo ar "Bundeskriminalamt". E Italia ez eo an "DIA" hag e Amerika "FBI" pe "DEA". Hag "Interpol" evit ar bed a-bezh pe tost.

Ar mafia en ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mafia pa za en ekonomiezh n'eo ket nemet en un doare direizh. Gounit a ra arc'hant en oc'h ober traoù aotreet, met a guzh tost bepred un aozadur diaotre.
Ar mafia a c'houlenn arc'hant en eskemm d'ur surentez e-keñver ar mafia all pe an dud o defe c'hoant ober traoù a-enep e stal, met ma n'int ket a-du bezañ gwarezet e vez torret o stal, lakaet an tan en o stal, pe kemeret ar vugale evit e vefent a-du a-benn ar fin a ma n'int ket, lazhet e vezont, hag un den a-du da vezañ gwarezet a kemer o flas.
An arc'hant dastumet a zo diaes kennañ da adtapout gant an archerien, abalamour ma cheñch dorn buan-tre. An doareoù nevez a c'hell sikour anezho e-giz internet, ar piratiñ a zo deuet un doare boazh evit gounit arc'hant hep fiñval.

Mafia all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger mafia a vezo implijet dreist-holl evit an aozadur torfedourien italian, met e vez implijet ivez evit n'eus forzh peseurt aozadur torfedourien hag a zo frammet, e-giz :

  • Ar mafia albanat
  • Ar mafia bulgarat
  • Ar mafia sinaat
  • Ar mafia italian-hag-amerikan
  • Ar mafia japanat
  • Ar mafia polonat
  • Ar mafia rus
  • Ar mafia serb
  • Ar mafia turk

Tud anvet a oa a-enep ar mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eliot Ness
  • Giovanni Falcone
  • Paolo Borsellino
  • Peppino Impastato
  • Carlo Alberto Dalla Chiesa
  • Antonio Di Pietro
  • Bernard Bertossa
  • Carla Del Ponte
  • Eva Joly
  • Ferdinando Imposimato
  • Letizia Battaglia
  • Pierre Michel
  • Eliot Ness

Tud anvet eus ar mafia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Al Capone
  • Lucky Luciano
  • Vito Genovese
  • Tommaso Buscetta
  • Salvatore Riina
  • Bernardo Provenzano
  • John Gotti
  • Frank Costello

Filmoù,c'hoariou video[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er sinema ez eus bet graet kalz a filmoù war ar mafia. En o zouez :

  • Little Cesar, 1931, Mervyn LeRoy
  • L’Ennemi Public, 1931, William A. Wellman
  • Scarface, 1983, Brian De Palma
  • Pépé le Moko, 1937, Julien Duvivier
  • White Heat, 1949, Raoul Walsh
  • Touchez pa au grisbi, 1954, Jacques Becker
  • Le Cave se rebiffe, 1961, Gilles Grangier
  • Guerre des gangs a Okinawa, 1971, Kinji Fukasaku
  • The Godfather, 1972, Francis Ford Coppola
  • Mean Streets, 1973, Martin Scorsese
  • Combat sans code d'honneur, 1973, Kinji Fukasaku
  • Cent Jours a Palerme, 1984, Giuseppe Ferrara
  • The Untouchables, 1987, Brian De Palma
  • Goodfellas, 1990, Martin Scorsese
  • Les Infiltrés, 2006, Martin Scorsese
  • Bugsy, 1991, Barry Levinson
  • Year of the Dragon, 1985, Michael Cimino
  • The King of New York, 1990, Abel Ferrara
  • Violent Cop, 1989, Takeshi Kitano
  • Un nouveau Russe, 2001, Pavel Lounguine
  • Casino, 1995, Martin Scorsese
  • Mafia Blues, 1999, Harold Ramis
  • La siciliana ribelle, 2007, Marco Amenta

Er skinwel e vez ivez kavet filmoù diwar-benn ar mafia :

  • The Sopranos graet gant David Chase
  • Oz a zo ur rummad HBO a gomz eus un toull-bac’h e-lec’h ma'z eus tud eus ar mafia italian hag a ra traoù difennet
  • The Simpsons e-lec’h ma c'haller gwelout tud eus ar mafia a-wechoù
  • Gotti, un telefilm HBO hag a gomz eus ur mestr eus ar mafia marv hiriv an deiz
  • Un flic dans la mafia, graet gant Stephen J. Cannell

C’hoarioù video[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkavet e vez ar mafia e-barzh ar c’hoarioù video :

  • Mafia, krouet e 2002 evit Windows, PlayStation, Xbox 360 hag GameCube. Savet eo bet gant ur strollad tchek. Istor un den hag a za e-barzh ar mafia italian-hag-amerikan er bloavezh 1930 eo.
  • Grand Theft Auto, istor un den hag a labour evit kalz a aozadurioù disheñvel eus ar mafia.
  • Weedcity, ur c’hoari deuet er-maez e 2008, e lec’h m'ho peus da gwerzhañ dramm, mont er c'hazino hag all.
  • The Godfather, deuet er-maez e 2006, istor ar film « The Godfather » eo.
  • Yakuza a zo istor un den a labour evit ar yakuza e Tokyo.

Pennad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]