Machete (film, 2010)

Eus Wikipedia
Logo ar film Machete

Machete zo ur film exploitation ha birvidik stadunanat embannet e 2010, sevenet ha skrivet gant Robert Rodriguez hag Ethan Maniquis. Diazezet eo war an dudenn Machette eus ar frañchiz Spy Kids. Ar film zo un ouzhpennadur d'ar filmig tañva faos anvet heñvel evit ar film Grindhouse gant Rodriguez ha Quentin Tarantino e 2007. Machete zo ur film B doare Grindhouse, hag er film e vez adkavet lodennoù eus ar filmig tañva.

Aktourien bennañ ar film eo Danny Trejo, Robert De Niro, Jessica Alba, Don Johnson, Michelle Rodriguez, Steven Seagal, Lindsay Lohan, Cheech Marin ha Jeff Fahey. Ar wech kentañ eo da Danny Trejo c'hoari an dudenn. Evit Steven Seagal eo ar wech kentañ ma vez skignet ur film gantañ er sinema abaoe 2002 gant ar film Half Past Dead.

Machete zo bet embannet e Stadoù-Unanet Amerika gant 20th Century Fox hag embregerezh Rodriguez, Troublemaker Studios, d'an 3 a viz Gwengolo 2010. Ur film da heuilh zo bet embannet anvet Machete Kills, renet gant Rodriguez e-unan, hag a zo bet embannet d'an 11 a viz Here 2013.

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Danny Trejo evel Machete Cortez, "un ez poliser eus an FBI mojennel marvus hag arbennikaet"
  • Robert De Niro evel ar Senedour John McLaughlin, ur politikour e kampagn oc'h implij ar ouennelouriezh a-enep an enbroidi maez lezenn er vro
  • Jessica Alba evel Sartana Rivera, "un ofiser polis eus an enbroañ en entremar war politikerezh ar vro, etre ar Gwir hag ober ar pezh a soñj d'he familh bezañ mat." Alba a c'hoari ivez c'hoar gevell Sartana en un nebeud lodennoù bet lamet eus ar film.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]