M-79

Eus Wikipedia
M-79
doare arm
Iskevrennad eusBanner-greunadennoù Kemmañ
Deiziad krouiñ1953 Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Lakaet er servij1961 Kemmañ
Deiziad divodadur1960 Kemmañ
ManufacturerSpringfield Armory Kemmañ
Munision40mm grenade, 40×46 mm Kemmañ
Treset gantSpringfield Armory Kemmañ
Soudard Amerikan gant un arm M-79 e-pad brezel Vietnam
Ur banner-greunadennoù M-79

An M-79 a zo ur banner-greunadennoù 40 mm implijet gant al lu amerikan. Krouet e oa bet evit reiñ an tu d'an troadegiezh da vezañ kreñvoc'h hep bezañ lakaet diaes gant implij ur c'hanol-mortez pounner hag hir da lakaat e plas.

Lesanvet e oa bet « Thumper » pe « Blooper » dre an drouz hag a rae pa veze implijet.

Ar gudenn evit ar soudard e-karg eus an M-79 a oa e bouez hag e vent a nac'he dezhañ da gaout un M-79 gant ur fuzuilh-arsailh ouzhpenn.

Brudet mat eo bet an arm-mañ abalamour da vrezel Vietnam, evel an M-16 pe c'hoazh an M-60.

Gellet a ra an M-79 bannañ meur a zoare grenadennoù : moged, tarzh, biroù pe tan-gwall.

Istor an M-79[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hir ha kasaüs eo bet krouidigezh ar banner-greunadennoù evit ijinourien al lu amerikan harpet gant produerien armoù ar vro. An XM79 a oa bet lakaet da arm ofisiel al lu amerikan d'ar 15 a viz Kerzu 1960. E 1961 e oa bet roet an M-79 kentañ d'ar soudarded da bleustriñ gantañ. Dre ma oa aes da impliout, a fiziañs ha gant un tenn kreñv e voe degemeret mat gant an troadegiezh.

Tro-dro d'an M-79[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan