Louaneg

Eus Wikipedia
Louaneg
Bourk Louaneg gwelet eus Perroz
Bourk Louaneg gwelet eus Perroz
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Louannec
Bro istorel Banniel Treger Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Perroz-Gireg
Kod kumun 22134
Kod post 22700
Maer
Amzer gefridi
Gervais Égault
2014-2020
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 086 ann. (2020)[1]
Stankter 222 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 47′ 41″ Norzh
3° 24′ 34″ Kornôg
/ 48.7947222222, -3.40944444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 90 m
bihanañ 0 m — brasañ 108 m
Gorread 13,91 km²
Lec'hiañ ar gêr
Louaneg


Louaneg a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, stok ouzh Perroz-Gireg, e Treger. E-kichen ar mor emañ, e-tal bae Perroz. Plaen eo an dachenn dre-vras.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War Mor-Breizh emãn Louaneg, e Bro-Dreger, etre Perroz ha Trelevern

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bernard Tanguy ː Loguanoc, 1160; Lohanec, Lohannec, 1330; Loanec, c. 1330; Louhannec, 1399; Louanec, fin XIVvet
  • Erwan Vallerie ː Loguanoc, XIIIvet; Lohanec, Lohenec, Lohannec, Lohane, Lohaneuc, Louanec, Loanec, 1330; Louennec, Louvanec, Louuanec, 1371; Louvannec, Lovanec, 1371; Louanec, 1395; Louannec, 1516; Louanec, 1592, 1630; Lohanech, 1636, 1709;

Gerdarzh

Marteze diwar un anv den Louan; met chom a ra diasur

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet ː ouzh 1 sourinet etre aour ha gul[2], e vanal ed en argant balirant ; ouzh 2 en glazur e gebrenn en aour heuliet ouzh kab gant ur skravig en sabel hag ouzh beg gant teir bezantenn en argant war o gin ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig.
  • Sturienn ː A-raok bepred

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Louaneg a zo ur gumun labourerien-douar.

Kozh eo ar bourk. Kroget he deus ar vuhez eno e maread amzer nevez ar maen. Kavet zo bet restajoù ul lec'h d'ober holen, roudoù eus ar C'halianed. Er bloavezhioù 500 e oa bet savet ur c'hreñvlec'h gant aotrou Koadgwezheneg war an dosenn. En XIIvet kantved e oa bet savet an iliz kentañ gant Sant Erwan, person eno eus 1292 betek e varv e 1303. Dindan aotrouniezh Barac'h abaoe an Xvet kantved e tremen dindan daouarn an tiegezh Tournemine hag hini Philippe, gant ar Gozhkêr eus Plounevez-Moedeg hag evit echuiñ gant ar Peltour eus Rozambaou e 1688. Gant an Dispac'h e teu Louaneg da vezañ ur gumun e 1790. En amzer a-vremañ emañ ar gumun war ziorren, ur gumun hag a brofit eus an touristerezh e Perroz hag eus kêr Lannuon evit al labour.

Adalek 1885 en doa ar skrivagner brudet Ernest Renan un eil ti eno, betek e varv en 1892.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Louaneg ez eus un iliz kozh, tour-tan Nantouar hag ar bourk kozh

  • Iliz Sant Erwan, adsavet etre 1896 ha 1898
  • Maner Barac'h (XVvet-XVIIvet); bet enrollet an 22 Meurzh 1930
  • Maner ar Gosker (XVvet -XVIIIvet); ul lodenn bet enrollet ar 5 Here 1964
  • Maner Kermabon, aet da feurm
  • Maner Kernu, aet da feurm
  • Traezhenn Nantouar

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

de Barac'h,

aotrounez al lec'h se e Louaneg

  • En argant e varc'h distern ha skoelf en sabel (siell 1306).
  • Neuz all : en gul e deir sourin en aour.
de Barac'h,

aotrounez al lec'h ha Portzven

  • Dougen a ra ur groaz dentek ouzh kab, heuliet ouzh kab gant daou beul dentek hag ouzh beg gant teir c'housourin dindan ar groaz (siell 1381); livioù disanvet.

[PPC]

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Betek penn kentañ ar bloavezhioù 2010 e oa ur strollad c'hoariva e brezhoneg gant al Louanigoù ; ganto vefe bet c'hoariet sketchoù Maria Prat.
  • Ur skol Diwan a zo e Louaneg abaoe 2006.
  • E distro-skol 2022 e oa 30 skoliad enskrivet er skol Diwan (14,5 % eus skolidi ar gumun evit ar pezh a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4].
  • E 2013 eo bet krouet ur gevredigezh kentelioù evit an dud deuet, Skol al louarn.
  • Testenioù annezidi Louaneg da geñver a brezhoneg a zo da lenn (e galleg) war lec'hienn Jean-Paul Simon.

Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 2002 e oa bet kendeuzet skipailh mell-droad Louaneg gant hini Perroz, ha savet Unvaniezh Sportel Perroz-Louaneg. Ur c'hleub Marc'h-houarn Treuz Bro (MTB) zo ivez, ur skol vag dre lien, ur c'hleub badminton, mell-dorn, tennis, jiminas, yoga ha karate.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
  • René Couffon : Recherches sur les églises primitives. Société d'Emulation des Côtes-du-Nord. Bulletins & Mémoires. Tome LXXV. 1945-1946
  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
  • Jean-Yves Le Moing : Noms de lieux de Bretagne. Christine Bonneton Editeur. 2007
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Hervez Froger ha Presensé ː en argant ha gul.
  3. The Inscriptions of Early Medieval Brittany, Celtic Studies Publications, 2000.
  4. Distro-skol ar c’helenn divyezhek