Llywel

Eus Wikipedia
Llywel

Llywel zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreisteiz Powys. Emañ er c'hornôg da Bontsenni. Er gumuniezh emañ, ouzhpenn kêriadenn Llywel hec'h-unan, kêriadenn Trecastell. Leun a venezioù bihan eo ar c'hornad, en o zouez Fan Brycheiniog, kern uhelañ ar Mynydd Du.

Da Sant Dewi eo gouestlet iliz Llywel. Er vered emañ bez ar skrivagner David Owen (Brutus). Ur maen zo bet kavet e Llywel, warnañ un enskrivadur Ogham, gant ar gerioù MACCVTRENI ha SALICIDVNI, anvioù-tud moarvat[1]. Emañ ar maen-se er British Museum abaoe 1878.

E 2011 e oa 497 a dud o chom e kumuniezh Llywel ha 125 anezho a oa kembraegerien (25,8%)[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. standing stone / gate-post. British Museum.
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .