Lizherenneg Morse

Eus Wikipedia
Morse dre arouezioù goulou.

Lizherenneg Morse, pe Kod Morse, zo ur reizhiad evit diskrivañ al lizherennoù, niveroù hag arouezioù poentaouiñ war-bouez ur c'hod kaset a-frapadoù . Ijinet eo bet e 1835 gant Samuel Morse evit ar pellskriverezh. Sellet e vez outañ evel diaraoger ar c'hehentiñ niverel. Abaoe ar 1añ a viz C'hwevrer 1999 eo bet dilezet ar c'hod Morse evit ar c'hehenterezh war vor ha kemeret eo bet e lec'h gant ur reizhiad kehentiñ dre loarelloù.

Gallout a reer kas ar c'hod dre un arouez radio dibaouez a enaouer hag a lazher (gwagennoù dibaouez), gant ul luskadenn dredan a dremen dre fun ur bellskriverez, dre un arouez mekanikel pe gwelidik (bannoù goulou). Implijet zo bet daou seurt kod Morse, pep hini gant e ziforc'hioù dezhañ e-unan evit skeudenniñ arouezioù ar yezh skrivet. Implijet eo bet ar c'hod amerikan gant ar reizhiad pellskriverezioù o deus kaset da benn ar c'hentañ pellgehentadenn a-bell. Ar c'hod Morse etrebroadel avat eo ar c'hod ar muiañ implijet hiziv an deiz.

E-kichen ar c'hod Morse ez eus bet krouet kodoù kenwerzh kempleshoc'h diazezet warnañ evit kas frazennoù klok a-drugarez d'ur ger hepken (Strolladoù 5 lizherenn alies). Divizout a rae an bellskriverien gant gerioù evel BYOXO (« Are you trying to crawl out of it ? »), LIOUY (« Perak ne respontit ket da'm goulenn? ») hag AYYLU (« N'eo ket kodet en un doare sklaer, adlavarit en un doare sklaeroc'h. »). Pal ar c'hodoù-se a oa arboellañ ar muiañ a c'halled war goust ar c'hemennadennoù. Implijet e vez atav kodoù anvet Kod Q ha Kod Z gant ar radioamatourien. Talvezout a raent, hag e reont c'hoazh, da eskemm titouroù diwar-benn kalite al liamm, ar cheñchamantoù hag ar pellskridoù.

Ar C'hod Morse etrebroadel, displeget en ul levr e 1922, Radio Receiving for Beginners.