Lizher kentañ Sant Yann

Eus Wikipedia

Emañ tri Lizher Sant Yann e-touez Lizheroù Katolik an Testamant Nevez. Hervez Maodez Glanndour[1] e vije bet skrivet al lizheroù-mañ etre 95 ha 105 GJK, war-dro fin buhez an abostol, d'ar mare m'edo o skrivañ e aviel.

Gant piv e oa bet skrivet Lizher kentañ Sant Yann ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« Gant an abostol Sant Yann, hervez an hengoun, eo bet skrivet al lizher-mañ [...]. » a skriv Maodez Glanndour. Hervez Digoradur da Aviel ha lizheroù Sant Yann ar « Bible de Jérusalem »[2] ez eus kement a gerentiezh etre ar pevare aviel hag al lizheroù ken ez eo diaes chom hep reiñ an hevelep aozer dezho.

Da biv e voe kaset ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kazi sur da ilizoù Anatolia « m'eo bet an abostol Yann, betek e varo diwezhat, ar penn-eskob anezho. Gerioù 'zo evel « Bugaligoù », « Va re garet », o tistreiñ alies evit envel degemererion ar skrid a ziskouez e oant tud tost d'e galon. »[3].

Danvez al lizher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaset eo bet evit startaat e feiz kristenien e amzer hag o distreiñ diouzh ar falskelennerien a oa krog d'ober o reuz en Iliz. An hevelep mennozhioù hag er pevare aviel a gavomp amañ hervez Maodez Glanndour : karantez erbedet dimp, karantez efedus, karantez stag ouzh ar feiz wirion.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (br) Digoradur d'al Lizheroù Katolik, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm 1971, p 535.
  2. (fr) La Sainte Bible, cerf, 1961, p 1396.
  3. (br) Maodez Glandour, digoradur d'al Lizheroù Katolik, Al Liamm, 1971, p 535.