Levr ar C'hrennlavarioù

Eus Wikipedia

En Testamant Kozh emañ Levr ar C’hrennlavarioù, war-lerc'h Levr ar Salmoù. An darn vrasañ eus ar C'hrennlavarioù a zo bet skrivet gant ar Roue Salomon. Reiñ a ra al levr-mañ un heuliad kelennoù pe frazennoù berr, a zo o fal kelenn ar "Furnez" d'al lennerien, hogen, n'eo ket n'eus forzh pe furnez eo, a lavar ar feizidi, pa'z eo ar furnez hervez Doue, ur furnez n'he deus netra da welout gant ar furnez hervez an dud.

Ober a reer gant ar ger "Krennlavar" e brezhoneg dre ziouer a c'her gwelloc'h. En hevelep doare e vez implijet "Proverbia" e latin, "Proverbes" e galleg, "Proverbs" e saozneg, ha "Sprüche" en alamaneg. Met ar ger implijet en hebraeg a dalvez "ul lavar hag a zo ennañ muioc'h eget e ster rik".

E levr ar C'hrennlavarioù e kaver neuze lavarioù a c'hell bezañ komprenet gant daou ster :

  • ur ster ger-ha-ger, a zo anezhañ alioù evit ar vuhez pemdeziek
  • ur ster donoc'h, a ziskuilh deomp gwirionezioù speredel diwar-benn Doue, a c'hell bezañ kavet en ur brederiañ war an destenn.

Brudet e oa ar Roue Salomon evel un den fur-kenañ. Bez' e c'hellomp lenn diwar-benn e furnez, e levr kentañ ar Rouaned (pennad 5, gwerzadoù 9-14): "Doue a roas da Salomon furnez, ur skiant bras meurbet, hag ur c'houiziegezh ken frank evel an traezh a zo war aod ar mor. Furnez Salomon a oa dreist furnez holl dud ar Sav-Heol ... e vrud a voe dre an holl vroadoù tro-war-dro. Disklêriañ a reas tri mil lavarenn, ... Eus an holl bobloù e teued da glevout furnez Salomon, a-berzh holl rouaned an douar o doa klevet komz eus e furnez."

E peder lodenn e c’heller rannañ Levr ar C'hrennlavarioù :

1 - pennadoù 1 da 9. Eno e kaver krennlavarioù skrivet gant Salomon e-unan e-pad an 10vet kantved kent H.S. An destenn en em ziskouez evel lavarioù un tad o kelenn e vab ; ar furnez evel-just eo danvez pennañ ar gelennadurezh-se. 2 - pennadoù 10 da 24. Lenn a reomp el lodenn-se kendalc'h an destenn skrivet gant Salomon e-unan, met disheñvel eo ar mod lennegel. N'eo ket mui ur gelennadurezh unvan, hogen kentoc'h un heuliad frazennoù berr, savet diwar soñjezonoù kontrol an eil ouzh ar re all, pe lakaet keñver-ha-keñver. War a seblant, ez eus un ehan etre bep frazenn. 3 - pennadoù 25 da 29. Frazennoù berr lavaret gant Salomon eo ivez, met skridaozet int bet diwezhatoc'h gant "tud Ezekia" (25:1), da lavarout eo war-dro ar bloaz 700 kent H.S. 4 – pennadoù 30 hag 31. An daou bennad-se a zo evel ur stagadenn. Al lavarioù-se n'eo ket Salomon en deus o skrivet met daou zen kentoc’h, meneget e lec'h all : Agur (pennad 30) ha Lemuel (pennad 31). An hevelep talvoudegezh o deus koulskoude hag an 29 pennad kentañ, peogwir int bet degemeret gant Israeliz da gentañ, ha gant an Iliz da c'houde, evel gerioù o tont eus Doue.

E gwirionez e klask al levr-se lakaat an ene e doare da zegemer furnez Doue, kentoc'h eget na ziskuilh ar furnez-se. Lavarout a ra ar pennad 2: "ar furnez a zeuio ez kalon" (2:10). Furnez Doue ne vez ket treuzkaset dre skrid : he degemer a reer en e galon, rak Spered Doue eo an hini a zeu d'he lakaat enni. Sikour a ra Levr ar C'hrennlavarioù da aozañ ar meiz evit ma vefed degemerus e-keñver ar furnez neñvel. Reizhañ a ra an emzalc’hioù d’o lakaat evel ma rankfent bezañ, o veuliñ an doujañs-Doue, al largentez, ar fealded etre priedoù, an onestiz, tra ma laka war ziwall ouzh riskloù ar vezventi, an avoultriezh, ar gaou , an diegi, an tabutoù.

Dont a ra ar furnez da vezañ un den gwirion er pennad 8 : komz a ra, oberiañ a ra. A-ziwar ar werzad 23, ec'h adkaver enni personelezh Mab Doue, an Aotrou Jezuz-Krist evit ar Gristenien : "Neuze e oan e-kichen an Aotrou evel e oberour, e blijadur e oan a-hed an deizioù, o c'hoari hep paouez dirazañ, o c'hoari war voulenn e zouar, hag o kavout va eurvad e-touez bugale an dud" (8:30-31).