Levr Tobit

Eus Wikipedia
Tobit o tamall Anna, gant Rembrandt

Levr Tobit zo unan eus Levrioù eilkanonel an Testamant Kozh.

Kollet eo bet an destenn orin a oa skivet en ur yezh semitek. Implijet e oa bet un destenn "galdeek" (arameek) evit ar Vulgat met kollet eo bet.
Kavet e oa bet koulskoude, en unan eus kevioù Qumrân, darnoù eus un dorsnkrid arameek hag eus un dornskrid hebraek eus Levr Tobit.
Pevar stumm berr pe hiroc'h a gaver d'an destenn en henc'hresianeg hag e latin[1]. Dibabet o devoa troerien An Tour-Tan labourat diwar stumm hir un dornskrid henc'hresianek, ar Sinaiticus, eus ar IVe kantved hag a vije tostoc'h d'an destenn orin en hebraeg pe en arameeg, hervez ar viblourien[2].

Skrivet e vije bet al levr en Egipt war-dro ar bloavezhioù 200 kt JK e-touez ar Yuzevien harluet. Kontañ a ra un istor familh gant kentelioù a-zivout an deoliezh, madelezh Doue, hag ivez ur sell war an dimeziñ[3].

"Ya, evit gwir, mat eo an Aotrou" eo ster anv Tobit en hebraeg, ha fellout a ra d'an aozer diskouez d'e vreudeur harluet peseurt damant en devez Doue evit e servijourion : mar chomont feal dezhañ en amprou, mar bezont aketus, daoust d'an diaesterioù a gavont e-touez ar baganed, da-heul al Lezenn war an douar estren, e selaou Doue o fedennoù gant evezh bras, hag an holl zarvoudoù a gejont ganto ne reont nemet seveniñ e vennadoù ha ragaozañ ar gopr a vezo roet dezho hep mar evit o oberoù mat, pedennoù hag aluzennoù[4].

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. La Bible de Jérusalem, Cerf, embannadur 1998, p. 659 (ISBN 978-2-204-06037-0)
  2. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 5, 1986, p. 47.
  3. Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p. 249 (ISBN 978-2-204-04028-0)
  4. Troidigezh An Tour-tan, levrenn 5, 1986, p. 47.