Lazare Hoche

Eus Wikipedia
Poltred Lazare Hoche
savet e-tro 1793
Monumant da Lazare Hoche,
gant Jules Dalou e Kiberen, 1902
Ar monumant Auf dem Frauenberg gouestlet da Lazare Hoche,
e Weißenthurm

Louis Lazare Hoche, bet ganet d'ar 25 a viz Mezheven 1768 e Montreuil (ur gêriadenn eus Versailhez d'ar mare-se) hag aet da Anaon d'an 19 a viz Gwengolo 1797 e Wetzlar (en Impalaeriezh santel roman german d'an ampoent-se), a oa ur jeneral gall da vare an Dispac'h Gall.

Daoust dezhañ bezañ marvet yaouank-kenañ, d'e nav bloaz warn-ugent, laosket he deus e bersonelezh hep he far ur roud padus en istor an amzerioù reuzus-se. Anvet da jeneral hag eñ pemp bloaz warn-ugent hepken, peoc'haer ar Vande ha Breizh, tapout a reas gloar ha brud en un doare prim-eston. Ar vrud-mañ an hini eo, a dapas evel brezelour ha bellour eus an dibab, a reas dezhañ bezañ pal ur bern itrikoù savet digant tudennoù ha ne voent ket evit e c'houzañv e vuhez-pad.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koll a reas e vamm – Anne Marlière diouzh hec'h anv plac'h yaouank – tra m'en devoa ket tizhet e bemp bloaz c'hoazh. Mervel a reas e dad (Louis Hoche), paotr-kezeg e marchosioù ar roue, ha Lazare Hoche krennard. Dre ma oa emzivad e voe fiziet en ur voereb dezhañ hag a rae kenwerzh ar frouezh e Versailhez. Hi an hini eo he devoa graet he seizh gwellañ da harpañ he niz yaouank par ma c'hellas, o prenañ levrioù dezhañ bep an amzer rak kurius e oa ar paotr ha plijout a rae dezhañ lenn. Tapet e oa bet e holl zeskamant gantañ e-unan-penn. Dedennet-bras e oa gant micher an armoù : d'an 19 a viz Here 1784 en devoa enrollet evel soudard er Warded-C'hall ha tapet e c'haloñsoù a gorporal d'ar 16 a viz Mezheven 1789. D'an 31 a viz Eost 1789 e oa bet divodet e rejimant ouzh e lakaat dilabour.

Ne chomas ket pell war gein ar wiz hag eñ da vont diouzhtu da ward broadel Pariz evel sarjant hag, adalek ar 1añ a viz Genver 1792, en devoa enrollet er 104vet Rejimant troadegiezh evel adjudant. D'an 20 a viz Ebrel he devoa disklêriet ar Republik ar brezel da Aostria. Mont a reas da ofiser er rejimant Rouergue : gantañ e kemeras perzh e Seziz Thionville (24 a viz Eost - 16 a viz Here 1792). En aner e klaskas al lu aostrian skoazellet gant Divroidi c'hall (François-René de Chateaubriand en o zouez) mont e-barzh ar gêr-mañ. D'an 18 a viz Meurzh 1793 e voe e-mesk ar soudarded bet trec'het en Emgann Neerwinden.

N'en devoa ket diskouezet kalon hag ampartiz en aner dre ma voe anvet da adjudant-jeneral ha kaset da Zukark da zifenn ar gêr ouzh an arme vreizhveuriat. Graet en devoa bet d'he zrowardroioù bezañ beuzet ha, dre forzh hegal ar soudarded saoz, renet gant Frederick, Dug York hag Albany, gant meur a dagadeg dic'hortoz e savas ar seziz ar Saozon d'an 9 a viz Gwengolo 1793.

Diwar neuze e pignas buan Hoche gant skeulioù renkadurezh al lu gall : brigadennour da gentañ, penngadour e miz Here 1793 ha jeneral e penn Arme Moselle, hag eñ trec'het en Emgann Kaiserslautern (28 - 30 a viz Du 1793). Padal, d'an 22 a viz Kerzu e voe trec'h en Emgann Wœrth-Frœschwiller. Un nebeud deizioù diwezhatoc'h, d'ar 26 a viz Kerzu e pilas an Aostrianed hag ar Brusianed en Emgann Geisberg, nepell diouzh Wissembourg, ar pezh a reas da Landau bezañ dieubet da c'houde.

Seul vuanoc'h m'en devoa kresket brud ar jeneral yaouank seul greñvoc'h e vagas gwarizi pe digarantez outañ tud 'zo evel ar jeneral Jean-Charles Pichegru pe ar politikour Louis Antoine de Saint-Just. Hag ezel e oa eus Kleub ar Gordennerien, kevezer hini Robespierre, 'zo kaeroc'h : trawalc'h e oa da vezañ lakaet e-barzh an toull, d'an 20 a viz Meurzh 1794, e-lec'h ma chomas betek ma voe diskaret Robespierre, e dibenn miz Gouere.

Kerkent ha deuet er-maez eus an toull-bac'h e voe fiziet Arme aodoù Brest hag Arme aodoù Cherbourg ennañ da vont da beoc'haat ar c'hornôg da Vro-C'hall ma rae he reuz un emsavadeg kriz. Pan erruas e Breizh e stadas e oa disheñvel-mik ar saviad diouzh ar pezh a oa bet taolennet dezhañ gant pennoù-bras Pariz. En ur glask dimeziñ an dour hag an tan e teuas a-benn d'ober da Charette ha pennoù bras all ar Chouanted sinañ Emglev La Jaunaye e Sant-Sebastian-an-Enk d'ar 15 a viz C'hwevrer 1795, heuilhet gant Emglev La Mabilais (e-kichen Roazhon) d'an 20 a viz Ebrel. D'an 2 a viz Mae e oa bet sinet Emglev Saint-Florent-le-Vieil gant Stofflet, penn-bras Arme gatolik ha roueel Vañde. Ken distabil m'edo an emglevioù-se ma adkrogas an emgannoù nebeut war-lerc'h ha pouezus-kenañ e voe trec'h Hoche da-geñver Emgann Kiberen (21 a viz Gouere) dre ma voe fiziet holl armeoù ar C'hornôg ennañ diwar neuze. D'ar 15 a viz Gouere 1796 e c'hellas embann peoc'hadur ar Vañde evit gwir.

Ne oa ket bet torret d'ar gasoni greñv a vage e enebourien ouzh ar jeneral republikan : div wech e voe klasket e zrouklazhañ, dre gontammiñ e voued ha dre dennañ warnañ a daolioù pistolenn e Roazhon.

Diwar goulenn Theobald Wolfe Tone, penn-bras Society of United Irishmen, e voe klasket sevel un ergerzhadeg da vont d'e skoazellañ en e stourm a-enep d'ar gouarnamant saoz. Loc'hañ a reas kuit pemp lestr ha daou-ugent (un arme a 13 400 a soudarded, renet gant Lazare Hoche, war o bourzh) eus Brest d'ar 15 a viz Kerzu 1796. Ur c'hwitadenn e voe ar raktres-mañ en abeg d'ar gorventenn a strewas ar flodad gall ha ret e voe dezhañ mont war e gil hep bezañ gallet tostaet ouzh aodoù Bro-Saoz.

Kuitaat a reas Breizh da vat pa voe anvet da bennjeneral Arme Sambre-et-Meuse d'an 23 a viz C'hwevrer 1797. Er penn anezhi ez eas ar maout gantañ da-geñver un nebeud emgannoù, hini Neuwied (18 a viz Ebrel) en o zouez. Gant Emglev Campo Formio, sinet d'an 18 a viz Here gant Napoleone Buonaparte, e voe paouezet gant ar brezel etre ar Republik C'hall hag Arc'hdukelezh Aostria.

Kinniget e voe da Hoche mont da Vinistr ar Brezel, ar pezh a nac'has. Fiziet e voe ennañ ur rannarme e trowardroioù Pariz neuze. Ur wech ouzhpenn e voe ret dezhañ gouzañv flatradennoù ha droukkomzoù e enebourien touet ha kollas a reas e arme e-kerzh Augereau : feuket-mat ha dipitet e voe gwelloc'h gantañ distreiñ d'e benngarter da Wetzlar. Eno e kouezhas klañv e penn-kentañ miz Gwengolo ha mervel a reas o c'houzañv poanioù bras. Dre ma krede tud 'zo e oa bet kontammet e voe skejet e gorf. Bremañ e ouzer e tiskoueze an tarchoù du a oa bet kavet en e vouzelloù e oa aet da Anaon gant an dorzhellegezh.

E-kichen ur jeneral republikan all, François Séverin Marceau, e voe douaret Lazare Hoche e Weißenthurm, ur gêrig nepell diouzh Koblenz ma c'haller arvestiñ ouzh ur monumant savet da zougen bri dezhañ.