Lance Armstrong

Eus Wikipedia
Ur pennad Armstrong zo ivez.
Lance Armstrong

Lance Armstrong (1971-) zo ur marc'hhouarner stadunanat hag en deus gounezet Tro Bro-C'hall seizh gwech diouzh renk. Araokañ e oa bet gounezet 5 gwech hepken gant Miguel Indurain, Bernard Hinault, Eddy Merckx ha Jacques Anquetil.

E miz Eost 2012 en deus divizet USADA (Ajañs enepdopiñ ar Stadoù-Unanet) astaliñ Lance Armstrong evit e vuhez-pad ha dilemel digantañ an holl zisoc'hoù bet tapet gantañ abaoe ar 1añ a viz Eost 1998 dre ma'z eo bet lakaet da gablus evit bezañ aet hebioù kod bedel an enepdopiñ. Kadarnaet eo bet an dilemel gant UCI d'an 22 a viz Here 2012.

E miz Genver 2013 en deus anzavet en em zope evit gounit.


Ar reder[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trec'h e oa bet

Erruet e oa da drede e Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2009. Rasket eo bet diouzh ar roll avat e miz Here 2012 evit e zoperezh.

Redadegoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kampion ar bed war an hent e oa en Oslo e 1993.