La Dépêche de Brest et de l'Ouest

Eus Wikipedia

La Dépêche de Brest & de l'Ouest a oa ur pemdezieg gall staliet e Brest. Savet e oa bet d'an 18 a viz Du 1886 hag aet da get e 1944 (embannet e niverenn diwezhañ d'ar 17 a viz Eost).

Goude bombezadegoù ar Gevredidi e Brest, peurgetket e miz Even 1940 ha dreist-holl d'an 20 a viz Gouere 1940, e voe dilojet ar gazetenn-mañ da Vontroulez e 1941. Adalek ar 1añ a viz Eost betek ar 1añ a viz Gwengolo 1941 e voet ret moullañ anezhi e Roazhon.

E miz Gwengolo 1944, e voe difennet embann anezhi dre m'he doa kemeret perzh er c'henlabour gant ar velestradurezh Nazi ha goude-se e voe kemmet hec'h anv, d'an 18 a viz Gwengolo, da lakaat hini "Le Télégramme de Brest et de l'Ouest".

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]