Klaus Iohannis

Eus Wikipedia
Klaus Iohannis e 2015

Klaus Werner Iohannis zo ur politiker eus Roumania. Prezidant ar Republik eo abaoe an 21 a viz Kerzu 2014. A-raok e oa bet, e-pad 14 vloaz (2000-2014), maer kêr Sibiu, e Transilvania, en anv ur gostezenn bolitikel vihan, Demokratisches Forum der Deutschen in Rumänien, strollad alamanegerien Roumania. Bez' eo Klaus Iohannis unan eus alamanegerien Transilvania, ur gumuniezh vihan a dud diazezet eno abaoe an XIIvet kantved. Addilennet e voe aes e penn an ti-kêr e 2004. Gant Iohannis eo deuet Sibiu da vezañ unan eus al lec'hioù a sach ar muiañ a douristed e Roumania, ha "Kêr-benn Europat ar Sevenadur" e voe e 2007.

E C'hwevrer 2013 e oa aet Iohannis e-barzh ar Partidul Naţional Liberal (PNL) hag asantiñ a reas mont da vesprezidant ar gostezenn-se.

E 2014 e oa aet war ar renk evit bezañ prezidant Roumania e dilennadeg miz Du er bloavezh-se. En dro gentañ e erruas da eil, gant 30% eus ar mouezhioù, goude Victor Ponta (40% eus ar mouezhioù). En eil tro avat, d'ar 16 a viz Du 2014, e voe dilennet da bempvet Prezidant Roumania. Ha kroget en doa gant e respet d'an 21 a viz Kerzu er bloavezh-se.