Kib vell-droad ar bed 2006

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kib vell-droad 2006
Deutschland 2006

Skipailhoù war ar renk 198
(Tournamant diwezhañ : 32)
Lec'h Alamagn Alamagn
Kampion  Italia
Krogadoù da vezañ dalc'het 64
Palioù bet 145
(2,3 dre grogad)
Niver a arvesterien 757.655
(50.510 dre grogad)
Gwellañ paler 5 pal :

Miroslav Klose Alamagn

Kib vell-droad ar bed 2006 a zo ur gevezadeg-sport hag a oa bet dalc'het en Alamagn eus an 9 a viz Mezheven d'an 9 a viz Gouere 2006. An eil gwech e voe da Alamagn degemer ar genstrivadeg-mañ o vezañ ma oa bet aozet ganti e 1974 c'hoazh. An dekvet gwech e oa da Gib ar bed bezañ aozet en Europa da-heul an dalc'h kent en Asia (Japan ha Republik Korea) e 2002. War ar renk e oa kevreadoù mell-droad Suafrika, Brazil, Maroko hag ar Rouantelezh-Unanet evit hec'h aozañ ivez. Evel kustum e oa bet daou vare enni hag a zeuas an eil war-lerc'h egile : ur prantad perzhegañ hag ur prantad gourfenniñ. Dalc'het e oa bet ar gourfenn e Berlin. Da-geñver an 18vet kevezadeg-mañ e oa bet 32 skipailh mell-droad broadel o klask tapout ar gib.

Perzhidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skipailhoù bet perzheget (e 2005)

Afrika (KAFM)
Azia (KAZM)
Oseania (KOM)
Suamerika (KENSAM)
Norzhamerika, Amerika Greiz ha Karib (KENAKAK)
Europa (UKEM)
Kartenn ar c'hevreadoù broadel bet perzhedet

Kêrioù ha stadoù mell-droad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibabet e oa bet daouzek kêr dre Alamagn da zegemer ar c'hrogadoù mell-droad : München, Leipzig, Kaiserslautern, Köln, Stuttgart, Nürnberg, Dortmund, Hannover, Hamburg, Gelsenkirchen, Frankfurt ha Berlin.

Kartenn ar c'hêrioù
ma voe krogadoù enno

Roll diwezhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

8vet gourfennoù Kardgourfennoù Hanter-c’hourfenn Gourfenn
       
                                   
  24 Mez 5e - München (I)            
A  Alamagn Costa Rica Polonia Ecuador  1  Alamagn Alamagn  2
  30 Mez 5e - Berlin (1)
B  Angleterre Paraguay Trinité-et-Tobago Suède  2l  Sveden Sveden  0  
   Alamagn Alamagn  1 (4)
24 Mez 9e - Leipzig (II)
   Arc’hantina Arc'hantina  1 (2)  
C  Argentine Côte d'Ivoire Serbie-et-Monténégro Izelvroioù  1  Arc’hantina Arc'hantina  2
  4 Gou 9e - Dortmund (A)
D  Mexique Iran Angola Portugal  2l  Mec’hiko Mec'hiko  1  
   Alamagn Alamagn  0
26 Mez 5e - Kaiserslautern (V)
   Italie Italia  2  
E  Italie Ghana Etats-Unis République tchèque  1  Italie Italia  1
  30 Mez 9e - Hamburg (2)
F  Brazil Croatie Aostralia Japon  2l  Aostralia Aostralia  0  
   Italie Italia  3
26 Mez 9e - Köln (VI)
   Ukraina Ukraina  0  
G  Frañs Suisse Sukorea Togo  1  Suis Suis  0
  9 Gou 8e - Berlin
H  Espagne Ukraine Tunisie Arabie saoudite  2l  Ukraina Ukraina  0  
   Italie Italia  1 (5)
25 Mez 5e - Stuttgart (III)
   Frañs Frañs  1 (3)
B  Angleterre Paraguay Trinité-et-Tobago Suède  1  Bro-Saoz Bro-Saoz  1
  1 Gou Gelsenkirchen (3)
A  Alamagn Costa Rica Polonia Ecuador  2l  Ecuador Ecuador  0  
   Bro-Saoz Bro-Saoz  0 (1)
25 Mez 9e - Nürnberg (IV)
   Portugal Portugal  0 (3)  
D  Mexique Iran Angola Portugal  1  Portugal Portugal  1
  5 Gou 9e - München (B)
C  Argentine Côte d'Ivoire Serbie-et-Monténégro Izelvroioù  2l  Izelvroioù Izelvroioù  0  
   Portugal Portugal  0
27 Mez 5e - Dortmund (VII)
   Frañs Frañs  1   Krogad 3de plas
F  Brazil Croatie Aostralia Japon  1  Brazil Brazil  3
  1 Gou 9e - Frankfurt (4) 8 Gou 8e - Stuttgart
E  Italie Ghana États-Unis République tchèque  2l  Ghana Ghana  0  
   Brazil Brazil  0  Alamagn Alamagn  3
27 Mez 9e - Hannover (VIII)
   Frañs Frañs  1    Portugal Portugal  1
H  Espagne Ukraine Tunisie Arabie saoudite  1  Spagn Spagn  1
 
G  Frañs Suisse Sukorea Togo  2l  Frañs Frañs  3  
 

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadur ar balerien wellañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Loreet e vez gwellañ paler ar gevezadeg gant Botez aour Adidas (Adidas Golden Shoe Award) e dibenn an tournamant. Aet e oa gant Miroslav Klose (Alamagn) en devoa plantet 5 pal.
  • Gant Ronaldo (Brazil) e oa aet da-geñver Kib vell-droad ar bed 2002. Plantet en devoa eizh pal an taol-se. E bempekvet pal en devoa lakaet e-korf 8vet gourfenn Kib 2006, a-enep da skipailh Ghana Ghana.
  • Rekord an niver a balioù bet plantet e-kerzh un tournamant a zo bepred dalc'het gant ar c'hoarier gall Just Fontaine (Frañs), bet plantet 13 pal gantañ e-doug Kib vell-droad ar bed 1958.

Ger-stur ar skipailhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vez da-heul roll ar skipailhoù gant o ger-stur.

Skipailh Ger-stur e brezhoneg Ger-stur en e yezh orin Notennoù[1]
Alamagn Evit Alamagn, dre Alamagn Für Deutschland - durch Deutschland
Bro-Saoz Ur vroad, ul lore, unnek leon One Nation, One Trophy, Eleven Lions
Angola Diskouez a ra Angola he hent. Hor skipailh eo hor pobl Angola vai em frente a Selecção é a tua gente
Arabia Saoudat Didrec'h eo ar falc'huned gwer الاخضر صقور خضر بهمهم وين ما حلو ضاهوا القمم
Arc'hantina Arc'hantina, war-sav ! Pónganse de pié, Argentina avanza
Aostralia Australia's Socceroos – En hent evit ar gloar Australia's Socceroos - Bound for glory
Brazil Gwetur dindan evezh 180 milion a galonoù brazilian Veículo monitorado por 180 milhões de corações Brasileiros
Sukorea Korea unvan, ur vojenn beurbadel [2]
Costa Rica Hor skipailh eo hol lu, hon arm eo ar volotenn. Deomp d'en em daol penn, kil ha troad en Alamagn Nuestro ejército es la sele, nuestra arma es el balón, vamos todos al mundial a dar alma y corazón
Aod an Olifant Bec'h dezhi Olifanted ! Bezit trec'h o c'hoari dilikad Allez les Éléphants ! Gagnez la coupe du monde avec le foot élégant [3]
Kroatia En hent evit ar gourfenn, tan en hor c'halonoù S vatrom u srcu do finala
Ecuador Ecaduor eo ma buhez, ar vell-droad ma fasion, ar Gib ma youl-sevel El Ecuador mi vida, el fútbol mi pasión, copa mi meta
Spagn Spagn. Ur vro, ur pal España. Un país, una ilusión
Stadoù-Unanet Unvan e c'hoariomp, Unvan ez omp trec'h United we play, United we win [4]
Frañs Frankiz, kevatalted, Jules Rimet ! Liberté, égalité, Jules Rimet !
Ghana Bec'h dezhi Black Stars, stered hor bed Black Stars Monko, Yån Wiase Mu Nsroma
Iran Stered Persia ستاره هاى پارس
Italia Foug glas enni, eo Italia en hor c'halonoù Orgoglio azzuro Italia nel cuore
Japan Dihunit spered ar Samourai ! 燃やせ!サムライ魂!!
Mec'hiko Skipailh Mec'hiko : pasion Aztek dre ar bed Selección Mexicana: pasión azteca que cubre el mundo
Paraguay Deuet eus kreiz Amerika... ar spered Guarani Del Corazón de América... ésta es la garra Guaraní
Izelvroioù Orañjez en hent evit an aour Oranje op weg naar goud
Polonia Gwenn ha ruz, dañjerus ha kalonek ! Biało-czerwoni! Waleczni i niebezpieczni!
Portugal Ur banniel dre ar prenestr hag ur vro war an dachenn - BEC'H DEZHI PORTUGAL À janela uma Bandeira, no relvado uma nação inteira - FORÇA PORTUGAL!
Republik Tchek Kalon ha fiziañs, evit bezañ trec'h hag evit hor suporterien Budem se rvát jako lvi, pro vítězství a fanoušky
Serbia ha Montenegro Karantez evit ar c'hoari Za ljubav igre
Sveden Roit bec'h ! Kalon ! Tan dezhi ! Sveden a-bezh a zo war o lerc'h ! Kämpa! Jobba! Visa glöd. Ni har svenska flokes stöd!
Suis 2006, eo degouezhet tro Suis ! 2006, it's Swiss o'clock!
Togo Youl dreistmuzul da drec'hiñ ha c'hoant meurbet da zont da benn vat ! La rage de vaincre et la soif de réussir !
Trinidad ha Tobago Erru eo ar Soca Warriors – Brezelerien Karib Here Come the Soca Warriors, the Fighting Spirit of the Caribbean
Tunizia Erered Kartago... dalc'hmat pelloc'h, bepred kreñvoc'h
Ukraina Gant hor skoazell, n'hall ket ar maout difloupañ da Ukraina (ger-ha-ger : Klañv omp evidomp-ni, Ukraina o vezañ e-touesk ar re wellañ) Вболіваємо за наших, Україна серед кращих
Vbolivayemo za nachykh, Oukraïna ceret krachtchykh

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Evit gwelet an holl balioù bet plantet, kit war lec'hienn internet KEME : [1]
  2. Da lakaat e koreeg. Ere : amañ
  3. War karr-boutin skipailh Aod an Olifant ez eus ur fazi reizhskrivadur. Lakaet eo bet "... élegant" hep tired lemm war an eil e. Sellit ouzh ar skeudenn
  4. Karr-boutin skipailh ar Stadoù-Unanet eo ar c'harr-boutin nemetañ a glask chom divrud, hep an disterañ banniel, hep menegiñ anv ar vro warnañ kennebeut, ha kement-se evit e surentez. Ar ger-stur a c'haller lenn warnañ koulskoude. Sellit ouzh ar skeudenn