Kentañ Kenunaniezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kentañ Kengevreadur)
Kentañ Kengevreadur
conflict
Rann eusBrezelioù ar C'henunaniezhioù, Brezelioù an Dispac'h Gall, Brezelioù Napoleon Kemmañ
Lec'hEuropa ar C'hornaoueg, Caribbean Kemmañ
Deiziad kregiñ20 Ebr 1792 Kemmañ
Deiziad echuiñ18 Her 1797 Kemmañ
Emgann Valmy e penn-kentañ ar C'hengevreadur
Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig
Emgann Valmy

Ar C'hentañ Kengevreadur, pe Kentañ kenunaniezh, zo un emglev savet etre 1792 ha 1797 gant darn eus broioù galloudus Europa hag a felle dezhe talañ ouzh an Dispac'h Gall a oa c'hoarvezet e Rouantelezh Bro-C'hall, deuet da vout ur republik goude.

D'an 20 a viz Ebrel 1792 e rankas ar roue Loeiz XVI disklêriañ ar brezel ouzh roue Bohemia ha Hungaria. D'an 29 ha 30 a viz Ebrel e lammas an arme c'hall war an Izelvroioù aostrian, met en aner e klaskas kemer Quiévrain, Mons ha Tournai (emgann Marquain).

Goude Manifest Braunschweig, d'ar 25 a viz Gouere 1792, e voe aloubet Bro-C'hall gant arme Prusia, kaset gant Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig .

Goude disklêriañ splann gant ar Goñvañsion jirondin he youl da ezporzhiañ an Dispac'h, aloubadeg Belgia hag Izelvroioù gant al luioù gall, lazhidigezh Loeiz XVI (Bro-C'hall) e miz Genver 1793 hag argad c'hall war an Escaut, savet e oa bet ur c'hengevreadur milour gant :

Goude embannet pal an dispac'h gant renerien ar Gonvansion, da lavarout eo kas an dispac'h da vroioù all Europa, war-lerc'h aloubadeg an arme c'hall en Izelvroioù aostrian hag er Proviñsoù-Unanet, pa voe dibennet ar roue Loeiz XVI en Genver 1793, ha goude erruet an arme c'hall war lez ar stêr Schelde (Escaut e galleg), e voe savet ur genunaniezh gant meur a stad :

Fin ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Echuiñ a reas ar bezel gant Feur-emglev Campo-Formio, d'an 18 a viz Here 1797, ha trec'h armeoù ar Republik c'hall.
Adkregiñ a reas ar brezel en 1798 avat, hag un Eil Kenunaniezh a voe aozet a-enep Bro-C'hall.