Kenemglevioù Geneva

Eus Wikipedia
Skrid ori kenemglevioù Geneva: ar sinadurioù gant ar sielloù. Skrid kenemglevioù Geneva 1864 eo. Dre an destenn-se e oa kroget da embann lezennoù a-fed domani ar brezel.

Kenemglevioù Geneva, a vez graet eus un heuliad emglevioù etrevroadel o plediñ gant ar gwir etrebroadel denel. Reiñ a reont diazoù a fed lezennoù ha reolennoù e-pad ar brezel, dreist-holl a-fed gwareziñ an trrevourien, izili aozadurioù ar mat, an dud gloazet hag ar brizonidi brezel.

Skrid kenemglevioù Geneva 1864 e stumm PDF a c'heller lenn pajenn-ha-pajenn

Kentañ kenemglev Geneva a oa bet sinet e 1864 liammet-tre e oa gant krouidigezh ar Groaz-ruz ken sabatuet e oa bet Henri Dunant gant tonkad ar re gloazet e-pad Emgann Solferino. An testennoù implijet hiziv a zo bet skrivet goude an Eil Brezel-bed. Seizh testenn a zo implijet hiziv-an-deiz: Peder zestenn kenemglev Geneva sinet d'an 12 a viz Eost 1949, div ouzhpennadurioù an 8 a viz Even 1977 hag un trede reizhennad sinet e 2005. Ar peder zestenn Geneva a zo bet sinet ha lakaet da dalvezout dre ar bed-holl, talvezout a ra ez eo sañset an holl stadoù dre ar bed da sentin ouzh ar menegoù embannet.