Karl III (Impalaer ar C'hornôg)

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Karl III
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCharles le Gros, Karl der Dicke Kemmañ
Anv-bihanCharles Kemmañ
Titl noblañsRoll rouaned Italia, king of Aquitaine Kemmañ
Deiziad ganedigezh839, 832 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNeudingen Kemmañ
Deiziad ar marv13 Gen 888 Kemmañ
Lec'h ar marvNeudingen Kemmañ
Abeg ar marvkleñved Kemmañ
Lec'h douaridigezhAbbey of Reichenau Kemmañ
TadLoeiz Germania Kemmañ
MammEmma Bavaria Kemmañ
PriedRichardis Swabia Kemmañ
BugelBernard Kemmañ
FamilhKarolingidi Kemmañ
Michermonark Kemmañ
Kargking of West Francia, Carolingian Roman emperor, king of Germany Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
Perc'henn warNantouillet Castle Kemmañ


Karl III
Karl III, hervez ur poltred romantel.

Karl III, lesanvet Karl Dev (Karl der Dicke en alamaneg)[1]; (839 -† 13 a viz Genver 888 e Neudingen). Roue e oa e Frankia ar reter eus 876 betek 887, roue Italia eus 879 betek 887, Impalaer ar C'hornôg eus 881 betek 888, ha roue Frankia ar c'hornôg hag ar Franked eus 885 betek 887.

E lignez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Loeiz II Germania hag Emma Bavaria (war-dro 808- † 31 a viz Genver 876), a oa merc'h da Welf Iañ ha c'hoar da Judit Bavaria, eil pried Loeiz an Deol.
Tad e vije da zou vab bastard: Karloman Germania (war-dro 864-876) ha Bernez Germania (891).

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eurediñ a reas da Richardis Swabia e 862, met bugel ebet n'o doe. Anvet e voe da impalaer ar c'hornog war-lerc'h marv e dad. Kurunennet e voe Karl ha Richardis e Roma gant ar pab Yann VIII d'an 12 a viz C'hwevrer 881. E 882, marvet e zaou vreur, Karloman Bavaria ha Loeiz III Germania, ec'h adunvanas broioù ar Franked hag an impalaeriezh.

Alouberien viking a deus da lakaat freuz ha reuz e Loren: madoù a roas dezho e-lec'h stourm a-enep dezho. Galvet e voe da vout rejant evit Karl III , mab diwezhañ Loeiz II. E Mezheven 885 e resev le fealded uhelidi rouantelezh ar franked e palez Ponthion. Pa gemeras ar garg a gulator e oa peuzadsavet Impalaeriezh Karl Veur, war-bouez Provañs ha reter Bourgogn.

En miz Here 886 e lammas an Normaned war Neustria hag e teujont da lakaat seziz war gêr Pariz. Ha setu Krl o teredek eus Germania gant un armead da reiñ harp, met gwell e kavas ober emglev gant ar Varbared ha reiñ 700 lur arc'hant dezho ha leuskel anezho da vont da breizhata da Vourgogn.

Kollet pep galloud gantañ, mervel a eure Karl d'an 13 a viz genver 888, e manati Neudingen war lez an Danav. Beziet e voe e manati Reichenau en un enezenn e Lenn Konstanz.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ijinet eo bet al lesanv "an Tev" en XIIvet kantved. Pe tev pe moan pe treut e oa, n'ouzer ket.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]





En e raok:
Karloman II
Rouaned ar Franked

885887
Rejañs
War e lerc'h:
Odo Iañ


En e raok:
Karl Voal
Impalaer ar C'hornôg

881888
War e lerc'h:
Guido III Spoleto