Kalmar

Eus Wikipedia
Ar blasenn greiz, e Kalmar

Kalmar zo unan eus kêrioù koshañ Sveden. Emañ e mervent ar vro, e kontelezh Kalmar hag e proviñs istorel Småland. Sevel a rae poblañs Kalmar da 35 170 den e 2005.

Brudet eo kastell Kalmar en istor Sveden. Ennañ e oa bet sinet, e 1397, an emglev a ziazezas Unvaniezh Kalmar, a vode Danmark, Norge ha Sveden, dindan ur roue hepken.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.