Kaerskriverezh

Eus Wikipedia
Kaerkskriverezh textura, bibl latin (1407), war ziskouez en abati Malmesbury, Wiltshire, Bro-Saoz
Kaerskriverezh gant Iris Yawén Hsú (徐雅雯)
Koran, XIvet kantved

Kaerskriverezh, pe kaligrafiezh[1], a reer eus arz ar stummañ lizherennoù brav.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo ar ger "kaerskriverezh" war batrom ar ger gallek (hag etrevroadel, war-bouez ur yezh bennak evel an islandeg) calligraphie, a zeu eus ar gerioù gregach κάλλος (kállos, brav) ha γραφεĩν (grapheîn, skrivañ), ha "kaligrafiezh" n'eo nemet un azasadenn anezhañ evel-just.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kement sevenadurezh ma reer gant ar skritur ez eus bet eus kaerskriverezh. E sevenadurezhioù zo ez eo deuet da vezañ un arz a-bouez, abalamour da zegouezhadoù istorel pe prederouriezhel dibar. E meur a sevenadurezh eus ar Reter ez eo un arz kuzh : ne c'haller ket dispartiañ ar menoz, ar barr-livañ pe an tres diouzh ar brederouriezh.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Eil Derez Diwan Geriaoueg Istor, geografiezh, ekonomiezh, 1990, p. 17.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.