Kabinda

Eus Wikipedia
Kabinda
province of Angola
Deiziad krouiñ15 Gen 1975 Kemmañ
Anv er yezh a orinCabinda Kemmañ
Yezh ofisielportugaleg Kemmañ
StadAngola Kemmañ
Kêr-bennCabinda Kemmañ
E tiriadAngola Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, West Africa Time Kemmañ
Daveennoù douaroniel4°56′3″S 12°24′19″E Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantGovernor of Cabinda Kemmañ
IsrannoùBelize, Buco-Zau, Cabinda, Cacongo Kemmañ
Yezh implijetKiyombe, galleg, portugaleg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.cabinda.gov.ao/ Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Cabinda Kemmañ
Map
Banniel broadelourien Kabinda
  • ██ Kabinda (Kongo portugalat)
  • ██ Republik Kongo
  • ██ Republik Demokratel Kongo
  • ██ Angola
  • Kabinda (portugaleg: Cabinda, gwezhall "Kongo portugalat"; Congo Português) zo unan eus proviñsoù Angola, distag diouzh ar peurrest eus ar vro-se hag enklozet etre Republik Kongo en norzh, Republik Demokratel Kongo er su hag er reter hag ar Meurvor Atlantel er c’hornôg. En em astenn a ra war 7 270 km² ha war-dro 716 076 a dud zo o chom enni. Tsiowa (anvet ivez Tchiowa pe Kabinda) eo ar gêr-benn.

    Unan eus trevadennoù Portugal e voe Kabinda e-pad meur a gantved. Er bloavezhioù 1960 e krogas ar stourm evit dizalc’hiezh ar vro. Gant ul luskad anvet Talbenn evit Dizalc'hiezh Enklozadur Kabinda (FLEC), a stourme ouzh arme Portugal, e voe disklêriet dizalc’hiezh ar vro d’ar 1añ a viz Eost 1975. Luiz Branque Franque a voe dilennet da brezidant Republik Kabinda.

    E miz Du 1975 e voe embannet dizalc’hiezh Angola, hag un tammig goude-se, d’ar 4 a viz Genver 1976 e voe aloubet Kabinda gant nerzhioù Luskad ar bobl evit dieubidigezh Angola (MPLA), skoazellet gant soudarded eus Kuba. Rankout a reas ar FLEC mont da guzh er c’hoadoù hag eno e kendalc’has gant e stourm evit disrannañ Kabinda diouzh Angola. Bec'h zo er vro, abalamour ma'z eus tireoul enni. War-dro un drederenn eus tud Kabinda zo repuet e Republik Demokratel Kongo.

    An darn vrasañ eus tud Kabinda a gomz kongoeg. Anaoudegezh o devez alies eus ar portugaleg, yezh an drevadennerien, hag a-wechoù eus ar galleg, yezh ofisiel ar stadoù amezek.

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]