Just Fontaine

Eus Wikipedia
Just Fontaine e 2007

Just Fontaine (lesanvet Justo), bet ganet d'an 18 a viz Eost 1933 e Marrakech (Maroko, d'ar mare ma oa ar vro-mañ dindan gwarezveli Bro-C'hall), ha marvet d’ar 1 a viz Meurzh 2023[1], a zo bet ur melldroader etrebroadel gall, aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.

Kib vell-droad ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Argader e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :

  • Kib vell-droad ar bed 1958 bet dalc'het e Sveden : gant trizek pal (en ur ober c'hwec'h krogad) ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg-mañ. N'eo ket bet pilet ar rekord-se evit c'hoazh ha diouzh emdroadur ar vell-droad a-vremañ ez eus peadra d'en em c'houlenn hag e vo un deiz bennak...

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]