Jubenniñ

Eus Wikipedia
Ur ster all zo ivez gant Jubenniñ pa dalvez ivez kement ha Bazhvalaniñ.
Ar jubennour Paul-Otto Schmidt etre Édouard Daladier hag Adolf Hitler e 1938.

Jubenniñ zo lavaret en un eil yezh ar pezh zo bet lavaret en ur yezh kentañ. Ar jubenner eo an den a ra al labour-se, da zisplegañ da dud ha ne gomprenont ket ur yezh ar pezh zo bet lavaret er yezh-se gant ur c'homzer kentañ.

Ur brezegenn e Taiwan, gant ur jubennourez e yezh ar sinoù.

Jubenniñ a reer ivez eus ober an hini a eztaol e yezh ar sinoù, evit an dud vouzar, ar pezh zo bet lavaret dre gomz pe ar c'hontrol.